Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
Galated 3:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Skritur, o rakwelout e reishaje Doue ar baganed dre ar feiz, he deus kemennet diagent an Aviel da Abraham, o lavarout: An holl vroadoù a vo benniget ennout! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se ar Scritur, o santoud araog e teuje Doue da justifia ar Jentiled dre ar feiz, he deuz prezeget an Aviel dre avans da Abraham, en eur lavaret dezhan: An holl nationou a vezo benniget enoud. |
Bennigañ a rin ar re a vennigo ac'hanout, ha milligañ a rin ar re a villigo ac'hanout. Hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout.
pa zle Abraham dont da vezañ ur vroad vras ha galloudek, ha ma vo holl vroadoù an douar benniget ennañ?
Kreskiñ a rin da lignez evel stered an neñvoù hag e roin da'z lignez an holl vroioù-se. Holl vroadoù an douar a vo benniget ez lignez,
Da lignez a vo evel poultr an douar; hag en em strewi er c'huzh-heol hag er sav-heol, en hanternoz hag er c'hreisteiz, hag holl diegezhioù an douar a vo benniget ennout hag ez lignez.
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
En e zeizioù e vleunio an den reizh, hag e vo ur fonnusted a beoc'h, betek ma ne vo ken al loar.
Ma chom c'hoazh un dekvedenn, e vint kuzumet d'o zro; met evel ma vir un dourmantinenn hag un dervenn o skosenn pa vezont diskaret, e teuio anezho ur skosenn, ul lignez santel.
Me a lakaio da zont eus Jakob ul lignez, hag eus Juda un hêr da'm menezioù, ha va re zibabet a berc'henno anezho ha va servijerien a vo o chom enno.
hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.
An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur.
Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar C’hrist eus lignez David hag eus bourc’h Betlehem, a-belec’h e oa David?
Rak ar Skritur a lavar da Faraon: Da savet em eus evit kement-mañ, evit diskouez ennout va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl.
Petra a lavarimp eta? Penaos ar baganed na glaskent ket ar reizhder, o deus kavet ur reizhder, ar reizhder a zo dre ar feiz,
Hogen ar promesaoù a zo bet graet da Abraham ha d’e lignez. N’eo ket lavaret: D’e lignezoù, evel pa vije bet meur a hini, met evel pa vije unan hepken: Ha da’z lignez, da lavarout eo Krist.
Met ar Skritur he deus serret pep tra dindan ar pec’hed, evit ma vije roet ar bromesa dre ar feiz eus Jezuz-Krist d’ar re a gred.
Ha petra a lavar ar Skritur? Kas kuit ar sklavourez hag he mab, rak mab ar sklavourez n’en devo ket e hêrezh gant mab ar wreg frank.
Rak ar c’heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n’eo ket bet talvoudus dezho rak n’eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.
Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.