Galated 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha kement-se a c’hoarvezas abalamour d’ar fals-vreudeur antreet e kuzh en hon touez, deuet e-barzh evit spiañ al librentez hon eus e Jezuz-Krist, hag evit hol lakaat e sklaverezh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha kement‐se a c’hoarvezaz abalamour d’ar fals breudeur a oa antreet en kuz en hon touez, evit gedal al liberte hon euz en Jesus‐Christ, ha gallout hon renta en esclavach; |
rak en lakain e dorn da waskerien, ar re a lavare da'z ene: Pleg evit ma tremenimp! Neuze e raes eus da gein evel un douar, evel ur straed evit an dremenidi.
Hiniennoù deuet eus Judea a gelennas ar vreudeur o lavarout: Ma n’oc’h ket amdroc’het hervez giz Moizez, ne c’hellit ket bezañ salvet.
Evel ma hon eus anavezet penaos hiniennoù deuet eus hon touez o deus trubuilhet ac’hanoc’h gant o frezegennoù, o vrañsellat hoc’h eneoù en ur lavarout eo ret bezañ amdroc’het ha mirout al lezenn, ar pezh n’hon eus ket gourc’hemennet dezho,
ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc’h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc’h.
Ha n’hoc’h eus ket resevet ur spered a sklavelezh evit bezañ c’hoazh en aon, met resevet hoc’h eus ur Spered advugelañ a laka ac’hanomp da grial: Abba! Tad!
Ar pezh a lavaran, n’eo ket hervez an Aotrou, met evel dre follentez, gant ar fiziañs-se a gavan gloar ennañ.
Mar deu unan bennak d’ho mestroniañ, d’ho lonkañ, da gregiñ ennoc’h, mar en em uhela, pe mar sko ac’hanoc’h war ho tremm, e c’houzañvit anezhañ.
Alies on bet e beaj, e riskl war ar stêrioù, e riskl a-berzh al laeron, e riskl e-touez tud va fobl, e riskl e-touez ar baganed, e riskl er c’hêrioù, e riskl el lec’hioù distro, e riskl war vor, e riskl e-touez ar fals-breudeur,
Rak an Aotrou eo ar Spered, hag e-lec’h ma’z emañ Spered an Aotrou, eno emañ al librentez.
n’eo ket ma’z eus unan all, met bez’ ez eus tud ouzh ho trubuilhañ hag a fell dezho fallaat Aviel Krist.
rak Agar eo Menez Sinai en Arabia, hag e ra unan gant ar Jeruzalem a zo bremañ hag a zo e sklavelezh gant he bugale.
Chomit eta start er frankiz en deus Krist ho lakaet dieub enni, ha n’en em lakait ken a-nevez dindan yev ar sklavelezh.
Ar fiziañs-mañ am eus ennoc’h en Aotrou penaos ne soñjot ket en un doare all. Met an hini a drubuilh ac’hanoc’h a zougo ar poan a gement-se, n’eus forzh piv bennak eo.
En o zouez emañ ar re a ya en tiez hag a c’hounit paour-kaezh merc’hed karget a bec’hedoù, hejet gant pep seurt youloù fall,
Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc’het hep bezañ ur selaouer ankounac’haus met o vezañ un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet.
evel o vezañ frank, nann evel tud a ra eus al librentez ur ouel da c’holeiñ o fallentez, met evel servijerien Doue.
o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma’z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec’h warnañ.
Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.
Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.