D'an trizekvet deiz eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, pa'c'h erruas an deiz evit seveniñ urzh ar roue hag e gemenn, an deiz ma c'hortoze enebourien ar Yuzevien bezañ mestroù warno, ar c'hontrol a voe, ar Yuzevien a voe mestroù war ar re a gasae anezho.
Reizh eo em befe ar menozioù-se ac’hanoc’h holl, rak me am eus ac’hanoc’h holl em c’halon, c’hwi kenlodeien ganin er c’hras, hag em ereoù hag e difenn an Aviel hag o startaat anezhañ.
Anavezout mat a rit ivez, c’hwi Filipiz, penaos e penn-kentañ an Aviel pa’z on aet kuit eus Makedonia, Iliz ebet n’he deus roet din ha ne’m eus resevet digant hini ebet, nemet diganeoc’h,
Da bediñ a ran ivez, va c’henlabourer gwirion, sikour anezho, stourmet o deus ganin evit an Aviel kenkoulz ha Klemañs ha va c’henlabourerien all, emañ o anvioù el levr a vuhez.
Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.