Me a zo kret evitañ, digant va dorn en adc'houlenni. Ma ne zegasan ket anezhañ dit ha ma ne ginnigan ket anezhañ dirak da zremm, e vin kablus ez keñver da viken.
Filemon 1:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me Paol a skriv kement-mañ eus va dorn va-unan, me en paeo hep lavarout dit penaos en em dleez da-unan din. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Me, Paol, a scriv kement‐man d’id gant va dorn va‐unan, hen paea a rin d’id, hep lavaret d’id ez oud da‐unan em gle. |
Me a zo kret evitañ, digant va dorn en adc'houlenni. Ma ne zegasan ket anezhañ dit ha ma ne ginnigan ket anezhañ dirak da zremm, e vin kablus ez keñver da viken.
Pa ho pefe zoken dek mil mestr e Krist, n’ho pefe ket meur a dad, rak me eo an hini en deus ganet ac’hanoc’h e Jezuz-Krist dre an Aviel.
Me Paol, a bed ac’hanoc’h, dre zouster ha madelezh Krist, me hag a zo uvel dirazoc’h met leun a hardizhegezh en ho keñver pa’z on pell diouzhoc’h,
gant aon, mar deufe Makedoniz ganin, na vefec’h ket kavet prest ha na drofe kement-se d’hor mezh, evit tremen hep lavarout d’hoc’h hini, war an dra-se hon eus tennet gloar anezhi.
Setu, me Paol, a lavar deoc’h penaos mar en em lakait da vezañ amdroc’het, Krist ne servijo da netra deoc’h.
da Dimote, va gwir vab er feiz: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue hon Tad ha Jezuz-Krist hon Aotrou!
da Dit, va gwir vab en hor feiz kumun: Ar c’hras, an drugarez hag ar peoc’h ra vo roet dit a-berzh Doue an Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist hor Salver!
Mar en deus graet ur gaou bennak ouzhit pe mar dle dit un dra bennak, laka kement-se war va c’hont.