La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Ester 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Hag holl briñsed ar proviñsoù, an ofiserien, ar c'houarnourien hag holl velestrourien ar roue a skoazellas ar Yuzevien, rak spont Mardoke a oa kouezhet warno.

Ver Capítulo



Ester 9:3
9 Referencias Cruzadas  

Dont a rejont gant Zorobabel, Jezua, Nehemia, Seraja, Reelaja, Mardoke, Bilshan, Mispar, Bigvai, Rehum, Baana. Niver an dud eus pobl Israel a voe:


Hag e rojont urzhioù ar roue da ofiserien ar roue ha da c'houarnourien an tu-mañ d'ar stêr, a skoazellas ar bobl ha ti Doue.


D'an trizekvet deiz eus ar miz kentañ e voe galvet skriverien ar roue, hag e voe skrivet ar pezh en doa gourc'hemennet Haman da ofiserien ar roue, da c'houarnourien pep proviñs, da briñsed pep pobl, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh. Kement-se a voe skrivet en anv ar roue Asueruz, ha siellet gant gwalenn ar roue.


E pep proviñs hag e pep kêr, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, e voe e-touez ar Yuzevien laouenidigezh hag eürusted, festoù ha deizioù gouel. Ha kalz dud a-douez pobloù ar vro en em reas Yuzevien, rak spont ar Yuzevien a oa kouezhet warno.


hag e lavaras: Mar kav mat ar roue ha mar em eus kavet gras dirazañ, mar seblant dereat an dra d'ar roue ha mard on plijus dezhañ, ra vo skrivet evit terriñ al lizheroù a sell ouzh irienn Haman mab Hammedata an Agagad, hag en doa skrivet evit distrujañ ar Yuzevien a zo en holl broviñsoù ar roue.


Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.


Ar roue Nebukadnezar a gasas evit dastum ar satraped, ar brefeded, ar c'houarnourien, ar guzulierien, an deñzorerien, ar varnerien, al lezennourien, hag holl bennoù-bras ar proviñsoù, evit ma teufent da zedi an delwenn en doa savet ar roue Nebukadnezar.