Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 8:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 E pep proviñs hag e pep kêr, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, e voe e-touez ar Yuzevien laouenidigezh hag eürusted, festoù ha deizioù gouel. Ha kalz dud a-douez pobloù ar vro en em reas Yuzevien, rak spont ar Yuzevien a oa kouezhet warno.

Ver Capítulo Copiar




Ester 8:17
17 Referencias Cruzadas  

Goude-se ez ejont kuit. Doue a skoas a spont ar c'hêrioù a oa en-dro dezho ha n'ejont ket war-lerc'h mibien Jakob.


Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.


Kement-se a c'hoarvezas d'an trizekvet deiz a viz Adar. D'ar pevarzekvet deiz e tiskuizhjont, hag e rejont anezhañ un devezh fest ha levenez.


Setu perak ar Yuzevien diwar ar maez, a zo o chom e kêrioù n'int ket serret gant mogerioù, a ra gant ar pevarzekvet deiz a viz Adar un devezh levenez ha fest, un deiz gouel, ma kaser profoù an eil d'egile.


Ar Yuzevien en em zastumas en o c'hêrioù, dre holl broviñsoù ar roue Asueruz, evit lakaat o dorn war ar re a glaske o c'holl. Ha den ne c'helle derc'hel dirazo, rak an aon razo a oa kouezhet war an holl bobloù.


evel deizioù m'o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c'hañv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioù fest ha levenez, ma kaser profoù an eil d'egile ha ma reer donezonoù d'ar beorien.


ar Yuzevien a ziazezas hag a degemeras evito, hag evit o diskennidi, hag evit an holl re en em unanfe dezho, e oa ret lidañ bep bloaz an daou zeiz-se, hervez ar reolenn skrivet hag hervez ar c'houlz merket.


Hag holl briñsed ar proviñsoù, an ofiserien, ar c'houarnourien hag holl velestrourien ar roue a skoazellas ar Yuzevien, rak spont Mardoke a oa kouezhet warno.


An Ejipt a laouenaas pa'z ejont kuit, rak an aon dirak Israel a oa kroget enno.


O frikañ a ran evel poultr en avel, o stlepel a ran pell evel fank ar straedoù.


An aon hag ar spont a gouezho warno. Dre vraster da vrec'h e teuint mut evel ur maen, betek ma vo tremenet da bobl, o AOTROU , betek ma vo tremenet ar bobl ac'h eus prenet.


Den ne zalc'ho dirazoc'h. An AOTROU ho Toue a skuilho aon ha spont ouzhoc'h dre ar vro a vac'hot warni, evel m'en deus lavaret.


Adal hiziv ez an da skuilhañ spont hag aon ac'hanout war ar pobloù dindan an neñv a-bezh, en doare ma krenint ha ma vint spontet o klevout komz diwar da benn.


Klevet hon eus-se hag hor c'halon a zo teuzet ha n'eus ken a nerzh-kalon e den dirazoc'h, rak an AOTROU ho Toue a zo Doue en neñvoù en nec'h ha war an douar en traoñ.


hag e lavaras dezho: Gouzout a ran en deus roet an AOTROU deoc'h ar vro, ha penaos ar spont dirazoc'h a zo kroget ennomp, ha penaos holl dud ar vro o deus kollet kalon abalamour deoc'h.


Goulenn kement-se digant da dud, hag e lavarint dit. Ra gavo eta va zud trugarez dirak da zaoulagad, pa'z omp deuet en un devezh mat. Ro mar plij da'z servijerien ha da'z mab David ar pezh a gavo dindan da zorn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos