D'ar miz kentañ, a zo miz Nisan, er daouzekvet bloaz eus ar roue Asueruz, e voe taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, dirak Haman, evit pep devezh ha pep miz, betek an daouzekvet miz, a zo miz Adar.
Ester 9:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak ez eo anvet an deizioù-se Pourim, eus ar ger Pour. Hag hervez komzoù al lizher-se, hervez ar pezh o doa gwelet ha ar pezh a oa c'hoarvezet ganto, |
D'ar miz kentañ, a zo miz Nisan, er daouzekvet bloaz eus ar roue Asueruz, e voe taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, dirak Haman, evit pep devezh ha pep miz, betek an daouzekvet miz, a zo miz Adar.
Mardoke a skrivas an traoù-mañ, hag a gasas lizheroù d'an holl Yuzevien a oa en holl broviñsoù ar roue Asueruz, ar re dost hag ar re bell,
Evel-se urzh Ester a ziazezas an traoù e-keñver ar Pourim, hag ez eo bet skrivet el levr.
En deiz-se e roin da C'hog ur bez en Israel, Traonienn an Dremenidi, e sav-heol d'ar mor. Eno e vo harzet hent ouzh an dremenidi, hag e vo sebeliet Gog hag e holl engroez, hag e vo galvet Traonienn Engroez Gog.
Un eñvor eo da vibien Israel, ma ne dostafe ket un diavaeziad na vefe ket eus lignez Aaron evit kinnig c'hwezh-vat dirak an AOTROU, ha ma ne c'hoarvezfe ket evel gant Kora hag e strollad, hervez m'en doa lavaret an AOTROU dre Voizez.