Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 9:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

27 ar Yuzevien a ziazezas hag a degemeras evito, hag evit o diskennidi, hag evit an holl re en em unanfe dezho, e oa ret lidañ bep bloaz an daou zeiz-se, hervez ar reolenn skrivet hag hervez ar c'houlz merket.

Ver Capítulo Copiar




Ester 9:27
18 Referencias Cruzadas  

E pep proviñs hag e pep kêr, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, e voe e-touez ar Yuzevien laouenidigezh hag eürusted, festoù ha deizioù gouel. Ha kalz dud a-douez pobloù ar vro en em reas Yuzevien, rak spont ar Yuzevien a oa kouezhet warno.


Mardoke a skrivas an traoù-mañ, hag a gasas lizheroù d'an holl Yuzevien a oa en holl broviñsoù ar roue Asueruz, ar re dost hag ar re bell,


evit gourc'hemenn dezho, bep bloaz, lidañ ar pevarzekvet deiz hag ar pemzekvet deiz a viz Adar,


An deizioù-se a zlee bezañ eñvoret ha lidet a oad da oad, e pep tiegezh, e pep proviñs, e pep kêr, hag an deizioù Pourim-mañ ne zleent ket mont da netra e-touez ar Yuzevien, na eñvoradur anezho mont da get e-touez o diskennidi.


ma lakaint o fiziañs e Doue, ma n'ankounac'haint ket oberennoù Doue, ma virint e c'hourc'hemennoù,


Meur a bobl a zeuio hag a lavaro: Deuit ha pignomp da venez an AOTROU, da di Doue Jakob; kelenn a raio deomp e hentoù, hag e kerzhimp en e wenodennoù, rak al lezenn a zeuio eus Sion, ha komz an AOTROU eus Jeruzalem.


Mab an diavaeziad hag a zo staget ouzh an AOTROU, ra ne lavaro ket: An AOTROU am dilamm kuit eus e bobl. Ar spazhad, ra ne lavaro ket: Setu ez on ur wezenn sec'h.


Mibien an diavaeziad en em stag ouzh an AOTROU d'e servijout, ha da garout anv an AOTROU evit bezañ e servijerien, ar re holl a vir ar sabad hep e zisakrañ, hag en em stag ouzh va emglev,


Neuze ez po soñj eus da hentoù, hag e vi mezhek pa zegemeri da c'hoarezed, ar re henañ hag ar re yaouankañ, hag e roin anezho dit evel merc'hed, met nann hervez da emglev.


Ha meur a vroad en em stago ouzh an AOTROU en deiz-se, hag a zeuio da vezañ va fobl; hag e vin o chom ez kreiz, hag e ouezi ez on bet kaset davedout gant AOTROU an armeoù.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: En deizioù-se, dek den a-douez holl yezhoù ar broadoù a grogo e pleg toneg ur yuzev en ur lavarout: Ni a yelo ganeoc'h, rak anavezet hon eus emañ Doue ganeoc'h.


Bez' e vo ur reolenn hepken evit ar vodadenn hag evit an diavaeziad a zo o chom en ho touez, ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, bez' e vo evidoc'h evel evit an diavaeziad dirak an AOTROU.


N'eo ket gant hon tadoù en deus graet an AOTROU an emglev-se, met ganeomp-ni a zo amañ hiziv, bev holl.


Jozue a reas ar peoc'h ganto hag a reas un emglev ganto, o warantiñ dezho ma vevjent. Hag ar re gentañ eus ar vodadenn a reas ul le dezho.


penaos a vloaz da vloaz merc'hed Israel a ya da glemm diwar-benn merc'h Jefte ar Galaadad, e-pad pevar devezh bep bloaz.


Kement-se a voe graet adalek an deiz-se, ha deuet eo ur reolenn hag ur c'hustum en Israel betek hiziv.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos