Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 9:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Mardoke a skrivas an traoù-mañ, hag a gasas lizheroù d'an holl Yuzevien a oa en holl broviñsoù ar roue Asueruz, ar re dost hag ar re bell,

Ver Capítulo Copiar




Ester 9:20
16 Referencias Cruzadas  

Ho pet soñj eus ar burzhudoù en deus graet, eus e virakloù hag eus barnedigezhioù e c'henoù,


En amzer Asueruz, an Asueruz-mañ a oa an hini a rene adalek India betek Etiopia war gant seizh proviñs warn-ugent,


Kas a reas lizheroù da holl broviñsoù ar roue, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, evit ma vefe pep gwaz mestr en e di. Embannet e voe hervez yezh pep pobl.


D'an trizekvet deiz eus ar miz kentañ e voe galvet skriverien ar roue, hag e voe skrivet ar pezh en doa gourc'hemennet Haman da ofiserien ar roue, da c'houarnourien pep proviñs, da briñsed pep pobl, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh. Kement-se a voe skrivet en anv ar roue Asueruz, ha siellet gant gwalenn ar roue.


Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.


Setu perak ar Yuzevien diwar ar maez, a zo o chom e kêrioù n'int ket serret gant mogerioù, a ra gant ar pevarzekvet deiz a viz Adar un devezh levenez ha fest, un deiz gouel, ma kaser profoù an eil d'egile.


evit gourc'hemenn dezho, bep bloaz, lidañ ar pevarzekvet deiz hag ar pemzekvet deiz a viz Adar,


Setu perak ez eo anvet an deizioù-se Pourim, eus ar ger Pour. Hag hervez komzoù al lizher-se, hervez ar pezh o doa gwelet ha ar pezh a oa c'hoarvezet ganto,


ar Yuzevien a ziazezas hag a degemeras evito, hag evit o diskennidi, hag evit an holl re en em unanfe dezho, e oa ret lidañ bep bloaz an daou zeiz-se, hervez ar reolenn skrivet hag hervez ar c'houlz merket.


Ar rouanez Ester merc'h Abikail hag ar Yuzev Mardoke a skrivas gant o holl nerzh, evit startaat un eil gwech al lizher-se diwar-benn ar Pourim.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Skriv kement-mañ evit eñvor el levr, ha ro da anavezout da Jozue penaos e lamin holl eñvor Amalek a-zindan an neñvoù.


Setu amañ gerioù al lizher a gasas ar profed Jeremiaz eus Jeruzalem d'an nemorant eus an henaourien a zo bet harluet, d'an aberzhourien, d'ar brofeded ha d'an holl bobl, kaset en harlu gant Nebukadnezar eus Jeruzalem da Vabilon,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos