D'ar miz kentañ, a zo miz Nisan, er daouzekvet bloaz eus ar roue Asueruz, e voe taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, dirak Haman, evit pep devezh ha pep miz, betek an daouzekvet miz, a zo miz Adar.
Ar Yuzevien a oa e Suza en em zastumas d'an trizekvet deiz ha d'ar pevarzekvet deiz, hag e tiskuizhjont d'ar pemzekvet, hag e rejont anezhañ un devezh fest ha levenez.
evel deizioù m'o doa diskuizhet ar Yuzevien eus o enebourien, hag evel ar miz ma voe kemmet o enkrez e levenez hag o c'hañv e devezh gouel, hag ober anezho devezhioù fest ha levenez, ma kaser profoù an eil d'egile ha ma reer donezonoù d'ar beorien.
ar Yuzevien a ziazezas hag a degemeras evito, hag evit o diskennidi, hag evit an holl re en em unanfe dezho, e oa ret lidañ bep bloaz an daou zeiz-se, hervez ar reolenn skrivet hag hervez ar c'houlz merket.