Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 3:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 D'ar miz kentañ, a zo miz Nisan, er daouzekvet bloaz eus ar roue Asueruz, e voe taolet ar Pour, da lavarout eo ar sord, dirak Haman, evit pep devezh ha pep miz, betek an daouzekvet miz, a zo miz Adar.

Ver Capítulo Copiar




Ester 3:7
13 Referencias Cruzadas  

E-pad ren Asueruz, e deroù e ren, e skrivjont un tamall a-enep tud Juda ha Jeruzalem.


An ti-se a voe echuet d'an trede deiz a viz Adar, er c'hwec'hvet bloaz eus ren ar roue Dariuz.


Da viz Nisan, en ugentvet bloaz eus ar roue Artakserksez, evel ma oa ar gwin dirazañ, e kemeris ar gwin hag en kinnigis d'ar roue. Ne oan bet biskoazh trist a-wel dezhañ.


er trede bloaz eus e ren, e reas ur fest d'e holl briñsed ha d'e holl servijerien. Pennoù arme Persia ha Media, aotrounez ha priñsed ar proviñsoù a oa dirazañ.


Evel-se Ester a voe degaset d'ar roue Asueruz, d'e di roueel, d'an dekvet miz, a oa miz Tevet, er seizhvet bloaz eus e ren.


D'an trizekvet deiz eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, pa'c'h erruas an deiz evit seveniñ urzh ar roue hag e gemenn, an deiz ma c'hortoze enebourien ar Yuzevien bezañ mestroù warno, ar c'hontrol a voe, ar Yuzevien a voe mestroù war ar re a gasae anezho.


evit gourc'hemenn dezho, bep bloaz, lidañ ar pevarzekvet deiz hag ar pemzekvet deiz a viz Adar,


Ar Yuzevien a skoas war o holl enebourien a daolioù kleze, hag e voe ul lazhadeg hag un distruj. Ober a rejont evel ma plije dezho d'ar re o c'hasae.


Taolet e vez d'ar sord e pleg ar sae, met a-berzh an AOTROU eo e teu an disoc'hoù.


Goude bezañ e staget ouzh ar groaz, e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d’ar sord, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant ar profed: Lodennet o deus va dilhad ha taolet o deus va sae d’ar sord.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos