Goude-se ez ejont kuit. Doue a skoas a spont ar c'hêrioù a oa en-dro dezho ha n'ejont ket war-lerc'h mibien Jakob.
Ester 9:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Yuzevien en em zastumas en o c'hêrioù, dre holl broviñsoù ar roue Asueruz, evit lakaat o dorn war ar re a glaske o c'holl. Ha den ne c'helle derc'hel dirazo, rak an aon razo a oa kouezhet war an holl bobloù. |
Goude-se ez ejont kuit. Doue a skoas a spont ar c'hêrioù a oa en-dro dezho ha n'ejont ket war-lerc'h mibien Jakob.
Al lizheroù a aotree ar Yuzevien a oa e pep kêr d'en em zastum hag d'en em zerc'hel evit difenn o buhez, da zistrujañ, lazhañ ha kas da get pep galloud a bobl hag a broviñs o gwaskfe hag a breizhfe o madoù, kenkoulz ar vugale hag ar vaouezed,
E pep proviñs hag e pep kêr, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, e voe e-touez ar Yuzevien laouenidigezh hag eürusted, festoù ha deizioù gouel. Ha kalz dud a-douez pobloù ar vro en em reas Yuzevien, rak spont ar Yuzevien a oa kouezhet warno.
hag e lazhjont dek mab Haman mab Hammedata, enebour ar Yuzevien. Met ne lakajont ket o daouarn d'ar breizhadeg.
Ra vo enebourien va ene goloet a zismegañs hag a vezh. Ra vo mezhek ar re a fell dezho va c'holl, ha ra varvint.
Va zeod ivez a adlavaro da reizhder bemdez, rak ar re a glask va gwalleur a vo mezhek hag a ruzio.
Me a gaso ar spouron dirazout hag e tisparfoeltrin pep pobl en em gavi en e di. Lakaat a rin da holl enebourien da dreiñ o c'hein a-raok dit.
Gouzañvit, pobloù, ha bezit bruzunet! Roit ho skouarn, c'hwi holl eus broioù pell! Prientit ha bezit bruzunet, prientit ha bezit bruzunet!
Sihon, roue Hesbon, ne fellas ket dezhañ hol lezel da dremen dre e vro, rak an AOTROU da Zoue en doa kaletaet e spered ha reudet e galon, evit lakaat anezhañ etre da zaouarn, evel m'emañ hiziv.
ha kement-se a zeue a-berzh an AOTROU , en doa kaletaet o c'halon evit mont d'ar brezel a-enep Israel hag evit bezañ lakaet da verz hep ma vije trugarez evito, hag evit ma vefent distrujet evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez.
hag e lavaras dezho: Gouzout a ran en deus roet an AOTROU deoc'h ar vro, ha penaos ar spont dirazoc'h a zo kroget ennomp, ha penaos holl dud ar vro o deus kollet kalon abalamour deoc'h.