Ester 9:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned3 Hag holl briñsed ar proviñsoù, an ofiserien, ar c'houarnourien hag holl velestrourien ar roue a skoazellas ar Yuzevien, rak spont Mardoke a oa kouezhet warno. Ver Capítulo |
D'an trizekvet deiz eus ar miz kentañ e voe galvet skriverien ar roue, hag e voe skrivet ar pezh en doa gourc'hemennet Haman da ofiserien ar roue, da c'houarnourien pep proviñs, da briñsed pep pobl, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh. Kement-se a voe skrivet en anv ar roue Asueruz, ha siellet gant gwalenn ar roue.
Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.