Ester 7:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Rak gwerzhet omp bet, me ha va fobl, da vezañ distrujet, lazhet, kaset da get. Ma vijemp gwerzhet evit bezañ sklaved ha mitizhien, am bije tavet, petra bennak ma ne c'hellje ket ar gwasker dic'haouiñ ar c'holl evit ar roue.
Ha koulskoude hor c'hig a zo evel kig hor breudeur, hag hor mibien evel o mibien. Ha setu e lakaomp hor mibien hag hor merc'hed da vezañ sklaved, ha dija darn eus hor merc'hed a zo sujet, hag ez omp dic'halloud, rak hor parkeier hag hor gwini a zo da dud all.
Hag al lizheroù a voe kaset dre rederien da holl broviñsoù ar roue, evit ma vije kaset da get, lazhet, distrujet an holl Yuzevien, ar re yaouank evel ar re gozh, ar vugale hag ar maouezed, en un hevelep devezh, an trizekvet eus an daouzekvet miz, a zo miz Adar, ha ma vije preizhet o madoù.
Mar kav mat ar roue, ra vo skrivet evit o distrujañ, hag e lakain etre daouarn ar velestrourien dek mil talant arc'hant, evit ma vint kaset e teñzorioù ar roue.
Al lizheroù a aotree ar Yuzevien a oa e pep kêr d'en em zastum hag d'en em zerc'hel evit difenn o buhez, da zistrujañ, lazhañ ha kas da get pep galloud a bobl hag a broviñs o gwaskfe hag a breizhfe o madoù, kenkoulz ar vugale hag ar vaouezed,
met pa voe deuet Ester dirak ar roue, hemañ a c'hourc'hemennas dre lizheroù ma kouezhfe war benn Haman an irienn fall en doa ijinet a-enep ar Yuzevien, ha ma vefe krouget, eñ hag e vibien, ouzh ar post.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Israel, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus gwerzhet an hini reizh evit arc'hant, hag an hini paour evit ur re votoù-lêr.
Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d’en em vezviñ,
Hag an AOTROU a adkaso ac'hanout d'an Ejipt war listri, dre an hent am eus lavaret dit diwar e benn: N'en adweli ken! Hag eno en em werzhot d'hoc'h enebourien evel sklaved ha mitizhien, ha ne vo den d'ho prenañ.