D'ar seizhvet deiz, pa voe laouenaet kalon ar roue gant ar gwin, e c'hourc'hemennas da Vehuman, Bizta, Harbona, Bigta, Abagta, Zetar ha Karkaz, ar seizh spazhad a servije dirak ar roue Asueruz,
Ester 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Ester a c'halvas Hatak, unan eus spazhidi ar roue, a oa bet lakaet evit he servijañ; hag hi a c'hourc'hemennas dezhañ goulenn digant Mardoke petra en devoa ha perak e rae evel-se. |
D'ar seizhvet deiz, pa voe laouenaet kalon ar roue gant ar gwin, e c'hourc'hemennas da Vehuman, Bizta, Harbona, Bigta, Abagta, Zetar ha Karkaz, ar seizh spazhad a servije dirak ar roue Asueruz,
Met ar rouanez Vasti ne fellas ket dezhi sentiñ ouzh ar gourc'hemenn en doa roet dezhi ar roue dre ar spazhidi. Hag ar roue a gounnaras meurbet, e fulor en em danas ennañ.
Mitizhien Ester hag he spazhidi a zeuas d'he c'havout hag a lavaras dezhi kement-se. Ar rouanez a voe gwall spouronet, hag e kasas dilhad da wiskañ Mardoke, evit ma lamje e sac'h diwarnañ, met n'o c'hemeras ket.
P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.