Neuze Ester a c'halvas Hatak, unan eus spazhidi ar roue, a oa bet lakaet evit he servijañ; hag hi a c'hourc'hemennas dezhañ goulenn digant Mardoke petra en devoa ha perak e rae evel-se.
Hag e roas dezhañ un eilskrid eus ar skrid-urzh a oa bet embannet e Suza d'o distrujañ, evit e ziskouez da Ester ha reiñ dezhi da gompren an traoù, hag evit lavarout dezhi mont da di ar roue ha goulenn digantañ gras hag e aspediñ e-keñver ar bobl.