Hag e pep proviñs, el lec'hioù ma oa erruet urzh ar roue hag e gemenn, ar Yuzevien a voe en ur glac'har bras, o yunañ, o ouelañ hag oc'h hirvoudiñ. Kalz a c'hourveze war seier ha ludu.
Neuze Ester a c'halvas Hatak, unan eus spazhidi ar roue, a oa bet lakaet evit he servijañ; hag hi a c'hourc'hemennas dezhañ goulenn digant Mardoke petra en devoa ha perak e rae evel-se.
Mardoke a zisklêrias dezhañ kement a oa c'hoarvezet ha pegement a arc'hant en doa prometet Haman da baeañ da deñzor ar roue diwar-benn ar Yuzevien, evit o distrujañ.
Hag en eil deiz-se, ar roue a lavaras c'hoazh da Ester, e-pad ma veze evet ar gwin: Petra a c'houlennez rouanez Ester? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant? Ha pa vefe an hanter eus ar rouantelezh, roet e vo dit.
Hag ar roue a lavaras d'ar rouanez Ester: E Suza ar gêrbenn, ar Yuzevien o deus lazhet hag lakaet da varv pemp kant den ha dek mab Haman. Petra o devo graet en nemorant eus proviñsoù ar roue? Petra a c'houlennez? Roet e vo dit. Petra eo da c'hoant c'hoazh? Graet e vo dit.