Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ester 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Neuze Ester a c'halvas Hatak, unan eus spazhidi ar roue, a oa bet lakaet evit he servijañ; hag hi a c'hourc'hemennas dezhañ goulenn digant Mardoke petra en devoa ha perak e rae evel-se.

Ver Capítulo Copiar




Ester 4:5
10 Referencias Cruzadas  

D'ar seizhvet deiz, pa voe laouenaet kalon ar roue gant ar gwin, e c'hourc'hemennas da Vehuman, Bizta, Harbona, Bigta, Abagta, Zetar ha Karkaz, ar seizh spazhad a servije dirak ar roue Asueruz,


Met ar rouanez Vasti ne fellas ket dezhi sentiñ ouzh ar gourc'hemenn en doa roet dezhi ar roue dre ar spazhidi. Hag ar roue a gounnaras meurbet, e fulor en em danas ennañ.


Ester a gomzas ouzh Hatak, hag a c'hourc'hemennas dezhañ lavarout da Vardoke:


Mitizhien Ester hag he spazhidi a zeuas d'he c'havout hag a lavaras dezhi kement-se. Ar rouanez a voe gwall spouronet, hag e kasas dilhad da wiskañ Mardoke, evit ma lamje e sac'h diwarnañ, met n'o c'hemeras ket.


Hatak a yeas eta da gavout Mardoke war al leurgêr a oa dirak dor ar roue.


Hatak a zeuas da zisklêriañ da Ester komzoù Mardoke.


En em laouenait gant ar re en em laouena, gouelit gant ar re a ouel.


P’en devez un ezel poan, an holl izili o devez poan gantañ. Pa vez enoret un ezel, an holl izili en em laouena asambles gantañ.


Na sello ket pep hini ac’hanoc’h ouzh e gounid e-unan, met ivez ouzh hini ar re all.


Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos