Koulskoude, AOTROU va Doue, taol evezh ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlenn, selaou ouzh ar griadenn hag ar bedenn a ra da servijer dirazout hiziv.
Daniel 9:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Bremañ, o hon Doue, selaou ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlennoù! Abalamour da garantez an Aotrou, laka da zremm da lugerniñ war da santual glac'haret. |
Koulskoude, AOTROU va Doue, taol evezh ouzh pedenn da servijer hag ouzh e c'houlenn, selaou ouzh ar griadenn hag ar bedenn a ra da servijer dirazout hiziv.
Da bediñ a ran, ra vo da skouarn evezhiek ha ra vo da zaoulagad digor, evit selaou pedenn da servijer, an hini a lavaran dirazout bremañ deiz ha noz, evit mibien Israel da servijerien, oc'h anzav pec'hedoù mibien Israel, ar re hon eus graet a-enep dit. Rak me va-unan ha ti va zad hon eus pec'het.
Ra en devo Doue truez ouzhimp ha ma hor bennigo, ra lakaio e zremm da lugerniñ warnomp, Ehan
Kas da gammedoù etrezek an dismantroù peurbadus-se: an enebour en deus distrujet holl er santual.
Ober a rez ac'hanomp un abeg a enebiezh d'hon amezeien, hag hon enebourien a ra goap ouzhimp etrezo.
Abalamour din, abalamour din-me va-unan e ran kement-se. Rak penaos e vefe disakret va anv? Ne roin ket va gloar da unan all.
AOTROU, selaou! AOTROU, pardon! AOTROU, bez evezhiek ha gra! Abalamour dit da-unan, va Doue, na zale ket, rak da anv a zo galvet war da gêr ha war da bobl.
Betek vremañ n’hoc’h eus goulennet netra em anv. Goulennit hag e resevot, evit ma vo ho levenez peurleuniet.
Ar gêr n’he deus ezhomm nag eus an heol nag eus al loar evit he sklêrijennañ, rak gloar Doue a sklêrijenn anezhi hag an Oan eo he goulaouenn.