Ar roue a gasas ar respont-mañ da Rehum ar pennrener, da Shimshai ar sekretour, ha d'o c'henseurted all a zo o chom e Samaria hag en tu-mañ d'ar stêr: Peoc'h ganeoc'h, hag all...
Daniel 6:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar roue Dariuz a skrivas d'an holl bobloù, broadoù ha yezhoù, a oa o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h! |
Ar roue a gasas ar respont-mañ da Rehum ar pennrener, da Shimshai ar sekretour, ha d'o c'henseurted all a zo o chom e Samaria hag en tu-mañ d'ar stêr: Peoc'h ganeoc'h, hag all...
D'an trizekvet deiz eus ar miz kentañ e voe galvet skriverien ar roue, hag e voe skrivet ar pezh en doa gourc'hemennet Haman da ofiserien ar roue, da c'houarnourien pep proviñs, da briñsed pep pobl, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh. Kement-se a voe skrivet en anv ar roue Asueruz, ha siellet gant gwalenn ar roue.
Hag e krougjont Haman ouzh ar post en doa prientet evit Mardoke. Hag e voe sioulaet kounnar ar roue.
Kerkent, d'an trede deiz warn-ugent eus an trede miz, a zo miz Sivan, skriverien ar roue a voe galvet. Hag e voe skrivet d'ar Yuzevien kement a c'hourc'hemennas Mardoke, da ofiserien, da c'houarnourien ha da briñsed ar proviñsoù a oa adalek India betek Etiopia, kant seizh proviñs warn-ugent, da bep proviñs hervez e zoare da skrivañ ha da bep pobl hervez e yezh, ha d'ar Yuzevien hervez o doare da skrivañ hag hervez o yezh.
Setu, emañ an hini drouk o labourat evit genel an direizhder, koñsevet en deus tabut, degaset en deus nemet ar gaou,
Ar broadoù a zo kouezhet er poull o doa graet, o zroad a zo bet tapet er roued o doa kuzhet.
Hag un embanner a grias a vouezh uhel: Gourc'hemennet eo deoc'h, pobloù, broadoù, yezhoù,
Ar roue Nebukadnezar d'an holl bobloù, broadoù, yezhoù, a zo o chom war an douar holl: Ra vo kresket ar peoc'h ganeoc'h!
neuze e reot dezhañ evel ma felle dezhañ ober d'e vreur. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.
dibabet hervez ragouiziegezh Doue an Tad, evit bezañ santelaet gant ar Spered, evit sentiñ ouzh Jezuz-Krist ha kaout lod e sparfadur e wad: Ra vo ar c’hras hag ar peoc’h kresket deoc’h!
Ra vo kresket ar c’hras hag ar peoc’h ennoc’h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz!