Pa glevas Hiram komzoù Salomon, en doe ul levenez vras, hag e lavaras: Benniget ra vo hiziv an AOTROU, eñ hag en deus roet da Zavid ur mab fur evit ren war ar bobl vras-se!
Daniel 6:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar roue a voe leuniet a levenez, hag e c'hourc'hemennas ma vefe tennet Daniel eus ar foz. Daniel a voe eta tennet er-maez eus ar foz, ha ne voe kavet gouli ebet warnañ, rak kredet en doa en e Zoue. |
Pa glevas Hiram komzoù Salomon, en doe ul levenez vras, hag e lavaras: Benniget ra vo hiziv an AOTROU, eñ hag en deus roet da Zavid ur mab fur evit ren war ar bobl vras-se!
Skoazellet e voent a-enep dezho, hag an Hagareniz hag an holl re a oa ganto a voe lakaet etre o daouarn, rak er brezel e krijont da Zoue; hag e selaouas anezho, dre m'o doa lakaet o fiziañs ennañ.
Ha mintin mat e savjont hag ez ejont etrezek gouelec'h Tekoa. Hag evel ma'z aent, Jozafad en em zalc'has eno hag a lavaras: Juda ha tud Jeruzalem, selaouit-me! Kredit en AOTROU ho Toue, hag e viot e surentez. Kredit e brofeded, hag e reot berzh.
An AOTROU en deus graet din hervez va reizhder, rentet en deus din hervez purentez va daouarn,
An AOTROU a sikour anezho hag o dieub, o dieubiñ a ra eus ar re zrouk hag e savete anezho, rak o deus lakaet o fiziañs ennañ.
Jetro a laouenaas eus an holl vad en doa graet an AOTROU da Israel, eus m'en doa e zieubet eus daouarn an Ejipsianed.
Setu, hon Doue a servijomp a c'hell hon dieubiñ eus ar fornez-dan grizias, hag e tieubo ac'hanomp eus da zorn, o roue!
Respont a reas o lavarout: Setu, e welan pevar den diere o kerzhout e-kreiz an tan, hep poan ebet dezho. Ha doare ar pevare a zo heñvel ouzh ur mab doue.
Ar roue en doe un displijadur bras o klevout kement-se. Hag e lakaas en e galon dieubiñ Daniel, ha betek ar c'huzh-heol e klaskas e saveteiñ.
Ar roue a yeas d'e balez, hag e tremenas an noz o yunañ. Ne voe abeg a joausted ebet en e gichen, ha ne c'hellas ket kousket.
dre ar feiz o deus trec’het rouantelezhioù, o deus embreget ar reizhder, o deus resevet ar madoù prometet, o deus serret genoù al leoned,