Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!
Daniel 6:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze ar roue a c'hourc'hemennas degas Daniel hag e deurel e foz al leoned. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Ra zieubo ac'hanout an Doue a servijez hep paouez. |
Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout.
Ar roue Sedesia a lavaras: Setu emañ etre ho taouarn, rak ar roue ne c'hell netra a-enep deoc'h.
Tapout a rejont Jeremiaz hag e taoljont anezhañ e puñs Malkija mab Hammelek, en em gave e porzh an toull-bac'h. Hag e tiskennjont Jeremiaz gant kerdin ennañ; ne oa ket a zour er puñs met fank, ha Jeremiaz a sankas er fank.
Met en deiz-se e tieubin ac'hanout, eme an AOTROU, ha ne vi ket lakaet etre daouarn an dud ac'h eus aon razo.
Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?
Setu, hon Doue a servijomp a c'hell hon dieubiñ eus ar fornez-dan grizias, hag e tieubo ac'hanomp eus da zorn, o roue!
Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!
Hag evel ma tostae ouzh ar foz, e c'halvas Daniel gant ur vouezh trist. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Daniel, servijer an Doue bev, da Zoue a servijez hep paouez, ha gellet en deus da zieubiñ eus al leoned?
Holl vinistred da rouantelezh, ar brefeded, ar satraped, ar guzulierien hag ar c'houarnourien a zo ali ma vefe roet un urzh roueel hag un difenn strizh, penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vo taolet e foz al leoned.
Daou vloavezh a dremenas evel-se hag e teuas Porkiuz Festuz war-lerc’h Feliks. O c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Feliks a lezas Paol er prizon.
Mar em eus graet un dra fall pe un torfed bennak dellezek a varv, ne nac’han ket mervel, met ma n’eus netra gwirion en traoù a damallont din, den ne c’hell va lakaat etre o daouarn. Me a c’halv da Gezar.
Met, o c’hoantaat ober plijadur d’ar Yuzevien, Festuz a respontas da Baol: Hag e fell dit pignat da Jeruzalem ha bezañ barnet eno dirazon war an traoù-se?
Rak ar pennoù n’emaint ket da vezañ doujet pa reer oberoù mat, met hepken pa reer reoù fall. Ha te a fell dit bezañ hep aon dirak ar galloud? Gra ar mad hag e vi meulet gantañ.
Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac’hanomp c’hoazh.