Daniel 6:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned15 Met an dud-se a vodadas etrezek ar roue hag a lavaras: O roue! Te a oar ez eo e lezenn ar Veded hag ar Bersed na c'hell ket bezañ kemmet pep difenn pe urzh kavet mat gant ar roue. Ver Capítulo |
Hag e tostajont ouzh ar roue hag e lavarjont diwar-benn an difenn roueel: Ha ne'c'h eus ket sinet un difenn penaos kement hini a raio ur bedenn da un doue pe un den bennak, e-pad tregont devezh, nemet ouzhit o roue, a vefe taolet e foz al leoned? Ar roue a respontas o lavarout: An dra-se a zo gwir, hervez lezenn ar Veded hag ar Bersed a zo didorrus.