Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 6:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Hag evel ma tostae ouzh ar foz, e c'halvas Daniel gant ur vouezh trist. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Daniel, servijer an Doue bev, da Zoue a servijez hep paouez, ha gellet en deus da zieubiñ eus al leoned?

Ver Capítulo Copiar




Daniel 6:20
30 Referencias Cruzadas  

Hag e vefe un dra bennak dibosupl d'an AOTROU? D'an amzer lavaret, e tistroin da'z kavout d'ar poent-mañ eus ar bloaz, ha Sara he devo ur mab.


Klaskit an AOTROU hag e nerzh, klaskit dalc'hmat e zremm!


Stouet em eus va c'halon da seveniñ da reolennoù, bepred ha betek an diwezh.


Me a veulo an AOTROU e-keit ha ma vevin. Me a lido va Doue e-keit ha ma padin.


Met me a vo dalc'hmat ganit, va c'hemeret ec'h eus dre va dorn dehou,


A! Aotrou AOTROU, setu ec'h eus graet an neñvoù hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec'h astennet, tra ebet n'eo re vras evidout.


Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?


Setu, hon Doue a servijomp a c'hell hon dieubiñ eus ar fornez-dan grizias, hag e tieubo ac'hanomp eus da zorn, o roue!


Neuze ar roue a c'hourc'hemennas degas Daniel hag e deurel e foz al leoned. Ar roue a gomzas, o lavarout da Zaniel: Ra zieubo ac'hanout an Doue a servijez hep paouez.


Ar roue a savas da c'houloù-deiz, da darzh-an-deiz, hag ez eas gant hast bras da foz al leoned.


Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: E-barzh va holl rouantelezh, ra vo doujañs ha spont e-keñver Doue Daniel, rak an Doue bev eo, hag e chom da virviken, hag e rouantelezh ne vo ket distrujet, hag e ren a bado betek an diwezh.


Saveteiñ ha dieubiñ a ra, ober a ra sinoù ha burzhudoù en neñvoù ha war an douar, dieubet en deus Daniel eus galloud al leoned.


An AOTROU eo Doue an armeoù. E anv eo an AOTROU.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Dorn an AOTROU, ha berraet eo? Gwelout a ri bremañ hag-eñ e c'hoarvezo ar pezh am eus lavaret dit, ya pe nann.


rak n’eus netra dibosupl da Zoue.


Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.


Met evidomp-ni, e kendalc’himp d’en em reiñ d’ar bedenn ha da servij ar Ger.


ar vuhez peurbadus d’ar re a gendalc’h en oberoù mat, a glask ar gloar, an enor hag an divreinadurezh,


Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac’hanomp c’hoazh.


Kendalc’hit er bedenn, beilhit e kement-se gant trugarekadennoù.


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


Dre-se e c’hell salviñ ervat ar re a dosta ouzh Doue drezañ, pa’z eo bev bepred evit erbediñ evito.


Met an hini en devo sellet ouzh al lezenn beurvat, lezenn ar frankiz, hag en devo kendalc’het hep bezañ ur selaouer ankounac’haus met o vezañ un oberour eus al labour, hennezh a vo benniget er pezh en devo graet.


D’an hini a c’hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d’en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c’hloar,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos