Diouzh ar beure, e spered a voe strafuilhet hag e kasas da c'hervel holl hudourien hag holl re fur an Ejipt. Faraon a lavaras e huñvreoù met ne oa den evit o displegañ dezhañ.
Daniel 5:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar roue a grias gant nerzh da zegas ar steredourien, ar Galdeiz, hag an divinourien. Ar roue a gomzas, o lavarout da dud fur Babilon: Piv bennak a lenno ar skrid-se hag a lavaro din e zisklêriadenn, a vo gwisket a dane, a zougo ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag a vo an trede eus va rouantelezh. |
Diouzh ar beure, e spered a voe strafuilhet hag e kasas da c'hervel holl hudourien hag holl re fur an Ejipt. Faraon a lavaras e huñvreoù met ne oa den evit o displegañ dezhañ.
Goude an traoù-se, ar roue Asueruz a uhelaas Haman mab Hammedata an Agagad. E sevel a reas hag e lakaas e gador dreist hini an holl briñsed a oa gantañ.
Met Faraon a c'halvas ivez ar re fur hag ar sorserien; ha strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù.
Skuizhet out bet gant kement a guzulioù. Ra en em ziskouezo ar re a c'houlenn ouzh an neñvoù, a evesha ouzh ar stered, a ro da c'houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac'hanout eus ar pezh a ya da c'hoarvezout ganit.
Ar c'hleze a zo war ar Galdeiz, eme an AOTROU, war dud Babilon, war he fennoù ha war e furien!
Da ginklet em eus a vragerizoù, lakaet em eus troioù-brec'h ouzh da zaouarn, ur gelc'henn en-dro da'z kouzoug,
E pep tachenn a c'houlenne furnez ha meiz, hag a gomze ar roue diwar he fenn, e kavas anezho dek gwech dreist d'an holl hudourien ha steredourien a oa en e holl rouantelezh.
paotred disi, kaer, desket e pep furnez, o kaout gouiziegezh ha meiz er skiantoù, gouest d'en em zerc'hel e palez ar roue, evit bezañ desket e lennegezh ha yezh ar Galdeiz.
Ar roue a c'hourc'hemennas gervel an hudourien, ar steredourien, an divinourien, hag ar Galdeiz, evit displegañ d'ar roue e huñvreoù. Hag e teujont, hag en em zalc'hjont dirak ar roue.
Daniel a respontas dirak ar roue o lavarout: An dra guzhet a c'houlenn ar roue, na re fur, na steredourien, na hudourien, na divinourien ne c'hellint he diskuliañ d'ar roue.
Neuze ar roue a uhelaas Daniel, hag a roas dezhañ profoù pinvidik, hag a lakaas anezhañ da c'houarnour war holl broviñs Babilon ha da bennrener war holl re fur Vabilon.
Met mar diskuliot an huñvre hag e zisklêriadenn, e resevot diganin donezonoù, profoù hag enorioù bras. Diskuilhit din eta an huñvre hag e zisklêriadenn.
Krial a reas a vouezh uhel, hag e komzas evel-henn: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, hejit he delioù ha stlabezit he frouezh, ra dec'ho al loened a-zindani hag al laboused diouzh he brankoù.
Bez' ez eus un den ez rouantelezh hag emañ spered an doueoù santel ennañ, hag en amzer da dad e voe kavet ennañ ur sklêrijenn, ur skiant hag ur furnez heñvel ouzh furnez an doueoù. Ar roue Nebukadnezar da dad, da dad o roue! en lakaas da vestr war an hudourien, ar steredourien, ar Galdeiz hag an divinourien,
Ha bremañ an dud fur hag ar steredourien a zo bet degaset dirazon evit lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, met ne c'helljont ket reiñ disklêriadenn ar gerioù.
Klevet em eus diwarnout e c'hellez disklêriañ ha diskoulmañ traoù diaes. Bremañ ma c'hellez lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, e vi gwisket a dane, e tougi ur c'holier aour ouzh da c'houzoug, hag e vi an trede eus ar rouantelezh.
Neuze war urzh Belshazar e voe gwisket Daniel a dane ha lakaet ur c'holier aour ouzh e c'houzoug, hag e voe embannet e vefe an trede eus ar rouantelezh.
rak enoret-meurbet e vi ganin, hag e rin kement a lavari din; deus eta, millig ar bobl-se.
Henaourien Moab hag henaourien Madian a yeas, o kaout en o daouarn profoù evit an divinour, hag e teujont da gavout Balaam hag e lavarjont dezhañ komzoù Balag.
Bremañ, tec'h ez pro! Lavaret em eus e vefes enoret-meurbet ganin, met setu, an AOTROU en deus harzet outañ da vezañ enoret.
Ha tud Israel a lavare: Ha gwelet hoc'h eus an den-se a bign aze? Evit dismegañsiñ Israel eo pignet. Met mar lazh unan bennak anezhañ, ar roue en kargo a vadoù, reiñ a raio dezhañ e verc'h, ha frankizet a dailhoù e vo ti e dad en Israel.