Daniel 5:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
15 Ha bremañ an dud fur hag ar steredourien a zo bet degaset dirazon evit lenn ar skrid-se ha reiñ din e zisklêriadenn, met ne c'helljont ket reiñ disklêriadenn ar gerioù.
En em zalc'h eta gant da achanterezh ha gant niver bras da strobinelloù, ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz. Marteze e c'helli tennañ gounid diouto, marteze e teui da vezañ spontus.
Setu an huñvre am eus gwelet, me ar roue Nebukadnezar. Te Beltshazar, lavar e zisklêriadenn, rak ne c'hell hini ebet eus re fur va rouantelezh he reiñ din. Met te a c'hell, rak emañ spered an doueoù santel ennout.