Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 17:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Ha tud Israel a lavare: Ha gwelet hoc'h eus an den-se a bign aze? Evit dismegañsiñ Israel eo pignet. Met mar lazh unan bennak anezhañ, ar roue en kargo a vadoù, reiñ a raio dezhañ e verc'h, ha frankizet a dailhoù e vo ti e dad en Israel.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 17:25
11 Referencias Cruzadas  

Hag ivez e roomp da c'houzout deoc'h na vo na truajoù na tailhoù na gwirioù tremen war hini ebet an aberzhourien, al Levited, ar ganerien, ar borzhierien, an Netiniz hag ar servijerien eus an ti Doue-mañ.


Eñ a lavaras dezhañ: Digant an diavaezidi. Jezuz a lavaras dezhañ: Ar vugale eta a zo diskarg diouto.


Kaleb a lavaras: Reiñ a rin va merc'h Aksa da wreg d'an hini a bilo Kirjad-Sefer hag he c'hemero.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho e roin da zebriñ eus ar mann kuzhet hag e roin dezhañ ur maen gwenn, ha war ar maen-se e vo skrivet un anv nevez n’eo anavezet gant den, nemet gant an hini a resev anezhañ.


An neb en deus divskouarn, ra glevo ar pezh a lavar ar Spered d’an Ilizoù. D’an hini a drec’ho me a roio da zebriñ eus ar wezenn a vuhez a zo e-kreiz baradoz Doue.


Gant an hini a drec’ho e rin ur peul e templ va Doue ha ne yelo ken er-maez. Skrivañ a rin warnañ anv va Doue, hag anv kêr va Doue, ar Jeruzalem nevez a ziskenn eus an neñv eus kichen va Doue, ha va anv nevez.


An hini a drec’ho, me a lakaio anezhañ da azezañ ganin war va zron, evel ma em eus trec’het ha ma’z on azezet gant va Zad war e dron.


An hini a drec’ho a vo gwisket gant dilhad gwenn, ne lamin ket e anv eus al levr a vuhez, hag ec’h anzavin e anv dirak va Zad ha dirak e aeled.


Hag holl dud Israel, pa welent an den-se, a dec'he dirazañ hag o doe ur spont bras.


Hag ar bobl a adlavaras dezhañ an hevelep komzoù o lavarout: Kement-se a vo graet d'an den en devo e lazhet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos