Mil ac'hanoc'h a vo gourdrouzet gant un den, ha dirak gourdrouz pemp den e tec'hot, ken na chomo ac'hanoc'h nemet evel ur post war-lein ur menez, evel ur banniel war ur grec'hienn.
Hag e voe lavaret da di David: Kevrediñ a ra Siria gant Efraïm. Kalon Akaz ha kalon e bobl a voe brañsellet, evel ma vez brañsellet gwez ar c'hoadoù gant an avel.
Ar re ac’hanoc’h a chomo bev, e tiekain o c’halonoù e broioù o enebourien; trouz un delienn hejet o argaso, tec’hout a raint evel ma tec’her dirak ar c’hleze hag e kouezhint hep den o redek war o lerc’h;
Evel ma komze ganto, setu, an den anvet Goliad, ar Filistin eus Gad, en em lakaas etre an daou lu, en ur bignat er-maez eus renkoù ar Filistined. Hag e lavaras an hevelep komzoù, ha David a glevas anezho.
Ha tud Israel a lavare: Ha gwelet hoc'h eus an den-se a bign aze? Evit dismegañsiñ Israel eo pignet. Met mar lazh unan bennak anezhañ, ar roue en kargo a vadoù, reiñ a raio dezhañ e verc'h, ha frankizet a dailhoù e vo ti e dad en Israel.