Daniel 4:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kavet eo mat ganin reiñ da anavezout ar sinoù hag ar burzhudoù en deus graet em c'heñver an Doue Uhel-Meurbet. |
Hag ar re a zo o chom e pennoù an douar a zouj dirak da vurzhudoù. Lakaat a rez da ganañ gant levenez ar sav-heol hag ar c'huzh-heol.
C'hwi holl hag a zouj Doue, deuit, selaouit, hag e tisklêrin ar pezh en deus graet da'm ene.
Zoken betek ar gozhni, betek ar gozhni wenn, o Doue, na'm dilez ket, ken na'm bo embannet nerzh da vrec'h d'ar rummad-mañ, da c'halloud d'an holl re a vo ganet,
D'an eil bloaz eus ren Nebukadnezar, en doe Nebukadnezar huñvreoù. E spered a oa trubuilhet ha ne c'helle ken kousket.
Neuze Nebukadnezar a dostaas ouzh dor ar fornez-dan grizias hag a gomzas o lavarout: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, servijerien an Doue Uhel-Meurbet, deuit er-maez, deuit! Neuze e teuas a-greiz an tan Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.
An dra-se a zo un urzh roet gant ar c'hedourien, ar goulenn-se a zeu dre gomz ar sent, abalamour d'ar re vev da c'houzout e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ, hag e sav enni an disterañ eus an dud.
setu amañ disklêriadenn a gement-se, o roue: Urzh an Uhel-Meurbet eo, a zeu war ar roue, o aotrou!
Kaset kuit e vi a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e vi gant glizh an neñv, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.
Met e diwezh an deizioù-se, me Nebukadnezar a savas va daoulagad war-zu an neñv, va skiant-vat a zistroas din, hag e vennigis an Uhel-Meurbet, hag e veulis anezhañ, ha rois gloar d'an Hini a vev da viken hag a zo e riegezh ur riegezh peurbadus, hag a bad e rouantelezh a oad da oad.
O roue, roet en doa an Doue Uhel-Meurbet da Nebukadnezar da dad ar rouantelezh, ar veurdez, ar c'hloar hag an enor.
Saveteiñ ha dieubiñ a ra, ober a ra sinoù ha burzhudoù en neñvoù ha war an douar, dieubet en deus Daniel eus galloud al leoned.
Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.
Jozue a lavaras da Akan: Va mab, ro gloar d'an AOTROU Doue Israel, ro dezhañ meuleudi, ha disklêr din ar pezh ac'h eus graet, n'henn kuzh ket ouzhin.