Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 7:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 7:25
36 Referencias Cruzadas  

Piv ac'h eus dismegañset ha goapaet? A-enep piv ec'h eus savet da vouezh, ha douget d'an nec'h da zaoulagad? A-enep Sant Israel eo.


Distreiñ a raio d'e vro gant pinvidigezhioù bras, hag e galon a vo a-enep an emglev santel. Oberiañ a raio hag e tistroio d'e vro.


Hag e klevis an den gwisket gant lin a oa dreist doureier ar stêr; sevel a reas e zorn dehou hag e zorn kleiz etrezek an neñvoù, hag e touas dre an Hini a vev da viken, e vo a-benn un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer; ha pa vo echuet da stlabezañ nerzh ar bobl santel, an holl draoù-se a vo kaset da benn.


Eñ eo a gemm an amzerioù hag an degouezhioù, a ziskar ar rouaned hag a sav anezho, a ro ar furnez d'ar re fur hag ar ouiziegezh d'ar re skiantek.


Neuze Nebukadnezar a dostaas ouzh dor ar fornez-dan grizias hag a gomzas o lavarout: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, servijerien an Doue Uhel-Meurbet, deuit er-maez, deuit! Neuze e teuas a-greiz an tan Shadrak, Meshak hag Abed-Nego.


An dra-se a zo un urzh roet gant ar c'hedourien, ar goulenn-se a zeu dre gomz ar sent, abalamour d'ar re vev da c'houzout e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ, hag e sav enni an disterañ eus an dud.


Kavet eo mat ganin reiñ da anavezout ar sinoù hag ar burzhudoù en deus graet em c'heñver an Doue Uhel-Meurbet.


Kaset kuit e vi a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e vi gant glizh an neñv, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.


Kaset e vi kuit a-douez an dud, da chomlec'h a vo gant loened ar parkeier, geot a vo roet dit da zebriñ evel d'an ejened, ha seizh amzer a dremeno warnout, betek ma ouezi e ren an Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.


met sent an Uhel-Meurbet a resevo ar rouantelezh, hag ar rouantelezh a vo dezho da virviken.


ha diwar-benn an dek korn a oa war e benn, ha diwar-benn an hini all a zeue eus o c'hreiz, hag a oa diframmet dirazañ tri all, hag en doa lagadoù hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus, hag a seblante brasoc'h eget e genseurted.


Eveshaat a ris ouzh ar c'herniel, ha setu ur c'horn bihan all a zeue eus o c'hreiz, ha tri eus ar c'herniel kentañ a voe diframmet dirazañ. Ha setu er c'horn-se e oa lagadoù evel lagadoù den, hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus.


Ha zoken e savas betek penn-bras an arme, hag e lamas digantañ an aberzh hollbad, hag e tiskaras chomlec'h e santual.


Hag e lavaras din: Betek daou vil tri c'hant abardaez ha mintin, ha goude ar santual a vo glanaet.


Hag eus unan anezho e teuas ur c'horn bihan a greskas kalz etrezek ar c'hreisteiz, etrezek ar sav-heol, hag etrezek ar c'hloar.


Startaat a raio un emglev gant meur a hini e-pad ur sizhunvezh, ha da hanter ar sizhun e raio paouez an aberzh hag an donezon, ha war askell an euzhusted e teuio ar glac'harer, betek ma teuio an diskar a zo bet divizet da gouezhañ war ar glac'haret.


Treiñ a reont, met n'eo ket d'an Uhel. Bez' ez int evel ur wareg touellus. O fennoù a gouezho dre ar c'hleze, en abeg da zroug o zeod. Kement-se a droio dezho e goapaerezh e bro Ejipt.


Ra ne dromplo den ac’hanoc’h e doare ebet. Rak ret eo e c’hoarvez an dirollerezh da gentañ hag en em ziskouez den ar pec’hed, mab ar gollidigezh,


an enebour a sav dreist kement a c’halver Doue pe a azeuler, betek azezañ evel Doue e templ Doue, oc’h en em reiñ e-unan evel Doue.


Ha neuze en em ziskouezo an hini fallakr, an hini a vo distrujet gant an Aotrou dre c’hwezh e c’henoù ha kaset da netra gant sked e zonedigezh.


Divaskell an erer bras a voe roet d’ar wreg evit ma c’hellfe nijal d’al lec’h distro, en he lec’h hec’h-unan ma tle bezañ maget un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer, pell a-zirak an naer.


Ar wreg a dec’has el lec’h distro en ul lec’h kempennet dezhi gant Doue, evit bezañ maget eno e-pad mil daou c’hant tri-ugent devezh.


Amañ emañ pasianted ar sent, amañ emañ ar re a vir gourc’hemennoù Doue ha feiz Jezuz.


Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.


Gwelout a ris ar wreg mezvet gant gwad ar sent ha gant gwad merzherien Jezuz, hag e krogas ur souezh vras ennon o welout anezhi.


Enni eo bet kavet gwad ar brofeded, ar sent hag ar re holl a zo bet lakaet d’ar marv war an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos