Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 7:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

24 An dek korn a zo dek roue a savo eus ar rouantelezh-se, hag unan all a savo war o lerc'h, a vo disheñvel diouzh ar re gentañ, hag a izelaio tri roue.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 7:24
13 Referencias Cruzadas  

Ar roue a raio ar pezh a fello dezhañ hag a lorc'henno hag en em uhelaio dreist pep doue. Hag e lavaro traoù souezhus a-enep Doue an doueoù, hag e raio berzh betek ma vo ar vrouez kaset da benn, rak ar pezh a zo divizet a c'hoarvezo.


Hag evel ma ec'h eus gwelet an treid hag ar bizied lod e pri ha lod en houarn, honnezh a vo ur rouantelezh lodennet. Met bez' e vo enni nerzh an houarn, rak ec'h eus gwelet houarn mesket gant pri.


ha diwar-benn an dek korn a oa war e benn, ha diwar-benn an hini all a zeue eus o c'hreiz, hag a oa diframmet dirazañ tri all, hag en doa lagadoù hag ur genoù a lavare traoù lorc'hus, hag a seblante brasoc'h eget e genseurted.


Hag e lavaras din: Ar pevare loen a zo ur bedervet rouantelezh war an douar, a vo disheñvel diouzh an holl rouantelezhioù, hag e tebro an douar holl, hag e voustro hag e vruzuno anezhañ.


Ur sin all a voe gwelet c’hoazh en neñv. Setu, un aerouant bras a liv tan o kaout seizh penn ha dek korn, ha war e bennoù seizh talgen.


En em zalc’his em sav war draezh ar mor, hag e welis o sevel eus ar mor ul loen en doa seizh penn ha dek korn, war e gerniel dek talgen ha war e bennoù un anv a vallozh.


Eñ a gasas ac’hanon er spered en ul lec’h distro. Hag e welis ur wreg azezet war ul loen a liv tane, leun a anvioù a vallozh, o kaout seizh penn ha dek korn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos