Ar c'hof en ankounac’haio, ar preñv en debro c'hwek, den n'en devo soñj anezhañ, an den direizh a vo drailhet evel ur wezenn.
Daniel 4:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Krial a reas a vouezh uhel, hag e komzas evel-henn: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, hejit he delioù ha stlabezit he frouezh, ra dec'ho al loened a-zindani hag al laboused diouzh he brankoù. |
Ar c'hof en ankounac’haio, ar preñv en debro c'hwek, den n'en devo soñj anezhañ, an den direizh a vo drailhet evel ur wezenn.
Graet em eus an douar, an dud hag al loened a zo war an douar, dre va nerzh bras ha va brec'h astennet, hag e roan anezho d'an hini a fell din.
Tec'hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec'h en e zrougiezh, rak amzer veñjañs an AOTROU eo, reiñ a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.
Louzaouet hon eus Babilon ha n'eo ket pareet. Lezit hi, ha deomp pep hini d'e vro, rak he barnedigezh a dizh betek an neñvoù hag a sav betek ar goabrennoù.
Setu perak evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Dre ma oa uhel a vent ha ma save he beg e-kreiz skoultrigoù fetis, dre ma oa lorc’hus he c'halon eus hec'h uhelder,
Eñ eo a gemm an amzerioù hag an degouezhioù, a ziskar ar rouaned hag a sav anezho, a ro ar furnez d'ar re fur hag ar ouiziegezh d'ar re skiantek.
Hag un embanner a grias a vouezh uhel: Gourc'hemennet eo deoc'h, pobloù, broadoù, yezhoù,
He delioù a oa kaer hag he frouezh fonnus, hag e oa boued warni evit an holl. Loened ar parkeier en em lakae dindan he skeud, ha laboused an neñv a oa o chom en he brankoù; pep kig a veve diwarni.
Diwar-benn ar pezh en deus gwelet ar roue, ur gedour a-douez ar sent o tiskenn eus an neñv hag o lavarout: Troc'hit ar wezenn ha he diskourrit, met lezit en douar ar c'hef gant ar gwrizioù, ha gant ur chadenn houarn hag arem, e-touez geot ar parkeier, ra vo glebiet gant glizh an neñv, ha ra en devo e lod gant loened ar parkeier, betek ma vo tremenet warnañ seizh amzer,
Met e galon en em uhelaas hag e spered en em galetaas gant lorc'h, hag e voe diskaret diwar e dron roueel ha diwisket eus e c'hloar.
Kaset e voe kuit a-douez mibien an dud, e galon a zeuas da vezañ heñvel ouzh hini al loened, e chomlec'h a voe gant an ezen gouez, geot a vo roet dezhañ da zebriñ evel d'an ejened, glebiet e voe e gorf gant glizh an neñv, betek ma anavezas e ren an Doue Uhel-Meurbet war rouantelezh an dud, hag e ro anezhi d'an hini a fell dezhañ.
Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan.
Ar vouc’hal a zo a-vremañ lakaet ouzh gwrizioù ar gwez. Pep gwezenn eta na ro ket frouezh mat, a ya da vezañ troc’het ha taolet en tan.
hag e krias gant ur vouezh kreñv evel ul leon pa yud. Pa grias, ar seizh kurun a roas da glevout o mouezh.
Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.