Jeremiaz 51:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
9 Louzaouet hon eus Babilon ha n'eo ket pareet. Lezit hi, ha deomp pep hini d'e vro, rak he barnedigezh a dizh betek an neñvoù hag a sav betek ar goabrennoù.
Bez' e oa eno ur profed eus an AOTROU, anvet Oded, a yeas en arbenn d'an arme a zistroe da Samaria, hag a lavaras dezho: Setu, an AOTROU, Doue ho tadoù, a oa fuloret a-enep Juda, hag en deus lakaet anezho etre ho taouarn. O lazhet hoc'h eus gant un egar a zo aet betek an neñvoù.
hag e lavaris: Va Doue! Ruziañ a ran ha mezh am eus o sevel va dremm dirazout, o va Doue! Rak hon direizhder en deus kresket dreist hor pennoù, hag hon torfed en deus tizhet betek an neñvoù.
Evel-se e vo evidout ar re a boanies ganto, ar re ez out en em skuizhet ganto adalek da yaouankiz; kerzhout a reont pep hini diouzh e du, n'eus den da saveteiñ ac'hanout.
Lakaet en deus un niver bras da strebotiñ, kouezhet eo an eil war egile, hag o deus lavaret: Deomp, distroomp etrezek hor pobl, d'hor bro c'henidik, pell eus ar c'hleze distrujus.
He gopridi ivez a zo en he c'hreiz evel leueoù lart. Int ivez a dro kein dezhi, tec'hout a reont a-gevret, ne zalc'hont ket, rak deiz o glac'har a zo deuet warno, amzer o c'hastiz.
Dilamit eus Babilon an hini a had hag an hini a ra gant ar falz da vare an eost. Dirak ar c'hleze distrujus, ra zistroio pep hini etrezek e bobl, ra dec'ho pep hini d'e vro.
Klevout a ris ur vouezh all o tont eus an neñv a lavare: It kuit eus he c’hreiz, va fobl, gant aon n’ho pefe lod en he fec’hedoù ha n’ho pefe ivez lod en he goulioù,