Hag e c'hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez.
Daniel 3:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Respont a reas o lavarout: Setu, e welan pevar den diere o kerzhout e-kreiz an tan, hep poan ebet dezho. Ha doare ar pevare a zo heñvel ouzh ur mab doue. |
Hag e c'hoarvezas un devezh ma teuas mibien Doue da gavout an AOTROU, ha Satan a zeuas ivez en o zouez.
An den glac'haret-se en deus kriet, an AOTROU en deus e selaouet hag e zieubet eus e holl enkrezioù.
Piv a zo pignet d'an neñvoù ha piv a zo diskennet ac'hane? Piv en deus dastumet an avel en e zaouarn? Piv en deus dalc'het an doureier en e wiskamant? Piv en deus diazezet holl harzoù an douar? Pe anv en deus? Pehini eo anv e vab? Hag e c'hellez henn lavarout?
Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout.
Ober a raint brezel ouzhit, met ne drec'hint ket warnout, rak ez on ganit evit dieubiñ ac'hanout, eme an AOTROU.
Hag e tieubin ac'hanout eus dorn ar re zrouk, hag e tasprenin ac'hanout eus dorn ar re daer.
Anez, ra ouezi, o roue, ne servijimp ket da zoueoù, ha ne azeulimp ket an delwenn aour ac'h eus savet.
Neuze ar roue Nebukadnezar a voe gwall souezhet hag a savas buan. Komz a reas, o lavarout d'e guzulierien: Ha n'hon eus ket taolet en tan tri den ereet? Hag e respontjont o lavarout d'ar roue: A-dra-sur, o roue!
Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!
Neuze ar roue a voe leuniet a levenez, hag e c'hourc'hemennas ma vefe tennet Daniel eus ar foz. Daniel a voe eta tennet er-maez eus ar foz, ha ne voe kavet gouli ebet warnañ, rak kredet en doa en e Zoue.
kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv hag e vint yac’haet.
An ael a respontas dezhi: Ar Spered-Santel a zeuio warnout ha galloud an Uhel-Meurbet a c’holoio ac’hanout gant e skeud. Dre-se ar bugel santel a vo ganet ac’hanout a vo galvet Mab Doue.
disklêriet Mab Doue gant galloud hervez ar Spered a santelezh dre e adsavidigezh a-douez ar re varv, Jezuz-Krist hon Aotrou,