Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 15:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Hag e tieubin ac'hanout eus dorn ar re zrouk, hag e tasprenin ac'hanout eus dorn ar re daer.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 15:21
24 Referencias Cruzadas  

ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigañ ar vugale-mañ, ra zougint va anv hag anv va zadoù Abraham hag Izaak ha ra kreskint fonnus bras war an douar!


Pa'z eo deuet ar re zrouk, va enebourien, a-enep din, evit va lonkañ, o-unan o deus pleget hag int kouezhet.


An AOTROU a sikour anezho hag o dieub, o dieubiñ a ra eus ar re zrouk hag e savete anezho, rak o deus lakaet o fiziañs ennañ.


C'hwi hag a gar an AOTROU, kasait an droug. Diwall a ra eneoù e re leal, hag e tieub anezho eus daouarn an dud fall.


Rak ar gwasker ne vo ken, ar goapaer a vo distrujet, ar re a evesha ma vefe graet an direizhder a vo lamet kuit,


Maread da enebourien a vo evel poultrenn vunut, maread an dud c'halloudek evel plouz o nijal, hag e c'hoarvezo a-daol-trumm.


Lakaat a rin da waskerien da zebriñ o c'hig o-unan, hag en em vezvint gant o gwad evel gant gwin dous. Ha pep kig a ouezo ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.


Sunañ a ri laezh ar broadoù, sunañ a ri bronn ar rouaned, hag e ouezi ez on me an AOTROU da Salver, da Zasprener ha Galloudeg Jakob.


Neuze komz an AOTROU a voe disklêriet din er gerioù-se:


Kanit d'an AOTROU, meulit an AOTROU, rak dieubet en deus ene ar paour eus dorn ar re fall.


Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d'e lakaat etre daouarn ar bobl da vezañ lakaet d'ar marv.


Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob, hag e dennet eus daouarn unan kreñvoc'h egetañ.


Jeremiaz a chomas e porzh an toull-bac'h betek an deiz ma voe tapet Jeruzalem.


Nebukadnezar roue Babilon en doa roet urzhioù da Nebuzaradan penn ar warded diwar-benn Jeremiaz, o lavarout:


Kemer eñ hag evesha warnañ, na ra droug ebet dezhañ, met gra dezhañ evel ma lavaro dit.


O dasprener a zo kreñv, e anv eo AOTROU an armeoù. Difenn a raio a-dra-sur o c'haoz, evit reiñ diskuizh d'ar vro, ha lakaat da drefuiñ tud Babilon.


Setu, hon Doue a servijomp a c'hell hon dieubiñ eus ar fornez-dan grizias, hag e tieubo ac'hanomp eus da zorn, o roue!


Respont a reas o lavarout: Setu, e welan pevar den diere o kerzhout e-kreiz an tan, hep poan ebet dezho. Ha doare ar pevare a zo heñvel ouzh ur mab doue.


ha n’hon lez ket da gouezhañ en temptadur, met hon diwall diouzh an droug, rak dit eo ar ren, ar galloud hag ar gloar da viken. Amen.


Hep dale an Doue a beoc’h a friko Satan dindan ho treid. Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc’h! Amen.


Eñ eo en deus hon dieubet hag hon dieub eus ur seurt marv, hag hon eus an esper-mañ e tieubo ac’hanomp c’hoazh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos