Daniel 3:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Bez' ez eus Yuzevien ac'h eus lakaet da velestriñ proviñs Babilon: Shadrak, Meshak hag Abed-Nego. An dud-se ne reont ket van ouzhit, o roue, ha ne servijont ket da zoueoù, ha ne azeulont ket an delwenn aour ac'h eus savet.
Haman a lavaras d'ar roue Asueruz: Bez' ez eus ur bobl, stlabezet e-touez ar pobloù dre holl broviñsoù da rouantelezh, en em zalc'h a-du gant lezennoù disheñvel diouzh re an holl bobloù, ha ne viront ket lezennoù ar roue. N'eo ket dereat d'ar roue o lezel evel-se.
Neuze ar roue a uhelaas Daniel, hag a roas dezhañ profoù pinvidik, hag a lakaas anezhañ da c'houarnour war holl broviñs Babilon ha da bennrener war holl re fur Vabilon.
Eus va ferzh ez eo roet an urzh-mañ: Pep den, a bep pobl, broad, yezh, hag a gomzo fall diwar-benn Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, a vo lakaet a-dammoù hag e di a vo lakaet da vezañ ur bern lastez, rak n'eus doue all ebet a c'hellfe dieubiñ eveltañ.
Neuze e respontjont, o lavarout d'ar roue: Daniel, unan a-douez mibien harluet Juda, ne ra van ebet ouzhit, o roue, nag ouzh an difenn ac'h eus sinet, met e bedenn a ra teir gwech bemdez.
o lavarout: Ha n’hon eus ket difennet start ouzhoc’h kelenn en anv-se? Ha setu, leuniet hoc’h eus Jeruzalem gant ho kelennadurezh hag e fell deoc’h lakaat gwad an den-se da gouezhañ warnomp!