La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Daniel 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Met ma ne roit ket din da anavezout an huñvre, an hevelep setañs a skoio ac'hanoc'h holl. Rak hoc'h eus prientet un dra bennak faos ha touellus da lavarout din, o c'hortoz ma vo kemmet an amzer. Lavarit din eta an huñvre ha me a ouezo hag-eñ e c'hellot diskuliañ e zisklêriadenn.

Ver Capítulo



Daniel 2:9
17 Referencias Cruzadas  

Hag e respontas: Mont a rin hag e vin ur spered a c'haou e genoù e holl brofeded. An AOTROU a lavaras: E douellañ a ri, hag e teui a-benn outañ. Kae er-maez ha gra evel-se.


Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.


Holl servijerien ar roue ha pobl proviñsoù ar roue a anavez ez eus ul lezenn penaos piv bennak, den pa maouez, a ya e ti ar roue, e leurenn an diabarzh, hep bezañ bet galvet, a zo lakaet d'ar marv, nemet ec'h astenn dezhañ ar roue e vazh aour, rak a-gement-se e c'hell bevañ. Ha me n'on ket bet galvet da di ar roue abaoe tregont devezh.


Ar vuzell wirion a zo startaet evit biken, met an teod gaouiat n'emañ nemet ur pennad.


disklêrit an traoù en em gavo diwezhatoc'h, hag e ouezimp ez oc'h doueed; grit mat pe drouk, hag e welimp, hag ec'h eveshaimp a-gevret.


Me a ra c'hwitañ arouezioù ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,


Ha te, mab an den, tro da zremm ouzh merc'hed da bobl a zo o profediñ hervez o c'halon o-unan, hag e profedi a-enep dezho.


Hag e tizenorfec'h ac'hanon e-kichen va fobl evit dornadoù heiz hag evit tammoù bara, o lakaat da vervel eneoù na zleont ket mervel, hag o lakaat da vevañ eneoù na zleont ket bevañ, en ur douellañ evel-se va fobl a selaou ar gaou?


O gweledigezhioù a zo aner hag o diouganoù touellus, pa lavaront: Disklêriet en deus an AOTROU! Met n'en deus ket an AOTROU kaset anezho, ha lakaet o deus da esperout e vefe sevenet o c'homz.


Daniel a yeas hag a bedas ar roue da reiñ amzer dezhañ, hag e rofe an disklêriadenn d'ar roue.


Eñ eo a gemm an amzerioù hag an degouezhioù, a ziskar ar rouaned hag a sav anezho, a ro ar furnez d'ar re fur hag ar ouiziegezh d'ar re skiantek.


Ar roue a respontas o lavarout: Kompren a ran bremañ e klaskit gounit amzer, dre ma welit ne'm eus ket soñj eus an dra.


Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?


PEREZ: da rouantelezh a zo bet rannet ha roet d'ar Veded ha d'ar Bersed.


Dariuz ar Med a gemeras ar rouantelezh, d'an oad a zaou vloaz ha tri-ugent.


Hag e lavaro gerioù a-enep an Uhel-Meurbet, hag e heskino sent an Uhel-Meurbet, hag e vo e-sell da cheñch an amzerioù hag al lezenn. Ar sent a vo lakaet etre e zaouarn e-pad un amzer hag amzerioù hag un hanter-amzer.


Rak ne falsomp ket ger Doue evel ma henn gra kalz, met e komzomp evel gant gwirionded, evel a-berzh Doue, e Krist, dirak Doue.