Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 22:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 22:6
22 Referencias Cruzadas  

Hag e lavaras dezho: Peseurt respont am c'huzuilhit d'ober d'ar bobl-se he deus komzet ouzhin o lavarout: Skañva ar yev en deus lakaet da dad warnomp?


Bremañ, kas da zastum da'm c'havout Israel a-bezh war Venez Karmel, gant ar pevar c'hant hanter-kant profed eus Baal, hag ar pevar c'hant profed eus Ashera a zebr ouzh taol Jezabel.


Akab a gasas etrezek holl vibien Israel, hag e tastumas ar brofeded war Venez Karmel.


Roue Israel ha Jozafad roue Juda a oa azezet, pep hini war e dron, gwisket gant o dilhad, hag e oant azezet war al leur-gêr e-tal dor Samaria, hag an holl brofeded a oa o profediñ dirazo.


Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhañ: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pign, hag e ri berzh, an AOTROU a lakaio anezhi etre daouarn ar roue .


Ha Jozafad a lavaras da roue Israel: Goulennata da gentañ, me az ped, komz an AOTROU.


Bremañ galvit da'm c'havout holl brofeded Baal, e holl servijerien hag e holl aberzhourien. Ra ne vanko unan, rak un aberzh bras am eus da ginnig da Vaal. Piv bennak a vanko ne vevo ket. Jehu a rae kement-se dre widre, evit lakaat d'ar marv ar re a servije Baal.


Elizea a lavaras da roue Israel: Petra 'zo etre me ha te? Kae etrezek profeded da dad ha profeded da vamm! Ha roue Israel a lavaras dezhañ: Nann, rak an AOTROU en deus galvet an tri roue-mañ evit o lakaat etre daouarn Moab.


Dont a reas eta etrezek ar roue, hag ar roue a lavaras dezhañ: Mika, ha mont a raimp d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontas: Pignit, hag e reot berzh, lakaet e vint etre ho taouarn.


A-hend-all, hag-eñ eo hep an AOTROU ez on pignet a-enep al lec'h-mañ evit e zistrujañ? An AOTROU en deus lavaret din: Pign a-enep ar vro-se ha distruj anezhi.


Ar brofeded a brofed gevier, an aberzhourien a ren drezo, ha va fobl he deus kavet plijadur e kement-se. Petra a reot pa zeuio an diwezh?


Dre ma hoc'h eus glac'haret gant ho kevier kalon an den reizh na'm eus ket tristaet, ha dre ma hoc'h eus kennerzhet daouarn an den drouk evit na zistroio ket eus e hent fall da gavout ar vuhez,


Diwallit diouzh ar fals-profeded a zeu d’ho kavout e gwiskamant deñved, met a zo en diabarzh nemet bleizi skraperien.


Rak dont a raio un amzer ma ne c’houzañvo ket an dud ar gelennadurezh yac’h, met, o c’hoantaat klevout traoù plijus, e tastumint doktored hervez o menozioù,


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos