Hag e lavaras da Jozafad: Hag e teui ganin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad? Jozafad a respontas da roue Israel: Me eveldout, va fobl evel da bobl, va c'hezeg evel da gezeg.
Roue Israel a zastumas war-dro pevar c'hant profed, hag e lavaras dezho: Ha mont a rin d'ar brezel a-enep Ramod-Galaad pe ned in ket? Hag e respontjont: Pign, rak an Aotrou a lakaio anezhi etre daouarn ar roue.
Met ael an AOTROU a lavaras da Elia an Tishbiad: Sav, pign en arbenn da gannaded roue Samaria ha lavar dezho: Ha n'eus Doue ebet en Israel, pa'z it da c'houlenn ali digant Baal-Zebub doue Ekron?
Ha Jozafad a lavaras: Ha n'eus ket amañ ur profed d'an AOTROU, ma c'houlennimp kuzul digant an AOTROU drezañ? Unan eus servijerien roue Israel a respontas o lavarout: Bez' ez eus Elizea mab Shafad, a skuilhe dour war zaouarn Elia.
Evel-se e varvas Saül en abeg d'ar pec'hed en doa graet a-enep an AOTROU , a-enep komz an AOTROU n'en doa ket miret, ha dre m'en doa goulennataet ur spered evit goulenn ali.
Goulennata evidomp an AOTROU, rak Nebukadnezar roue Babilon a ra brezel a-enep deomp. Marteze e raio an AOTROU evidomp unan bennak eus e vurzhudoù, evit ma pellaio diouzhimp.
Hag en em zalc'ho dirak Eleazar an aberzhour, a c'houlennataio evitañ barnedigezh an Urim dirak an AOTROU. War e c'hourc'hemenn ez aint er-maez ha war e c'hourc'hemenn e teuint e-barzh, eñ hag holl vibien Israel gantañ, an holl vodadenn.
Mibien Israel a yeas hag a bignas da Vetel da c'houlenn kuzul digant Doue o lavarout: Piv ac'hanomp a bigno da gentañ evit ar brezel a-enep mibien Benjamin? Hag an AOTROU a lavaras: Juda a bigno da gentañ.
Mibien Israel o devoa pignet ha gouelet dirak an AOTROU betek an noz, ha goulennet kuzul o doa digant an AOTROU o lavarout: Hag e tostaimp c'hoazh d'an emgann a-enep mibien Benjamin va breudeur? Hag an AOTROU en doa lavaret: Pignit a-enep dezhañ.
David a c'houlennas kuzul digant an AOTROU o lavarout: Ha mont a rin, ha skeiñ a rin war ar Filistined-se? An AOTROU a respontas da Zavid: Kae, sko war ar Filistined-se, ha dieub Keila.
David a c'houlennas kuzul c'hoazh digant an AOTROU , hag an AOTROU a respontas o lavarout: Sav, diskenn da Geila, rak me a lakaio ar Filistined ez taouarn.
Neuze David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha redek a rin war-lerc'h ar bagad-se? Ha tapout a rin anezho? Hag e respontas dezhañ: Red war o lerc'h, rak a-dra-sur e tapi anezho, hag e tieubi.