Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Daniel 5:28 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

28 PEREZ: da rouantelezh a zo bet rannet ha roet d'ar Veded ha d'ar Bersed.

Ver Capítulo Copiar




Daniel 5:28
16 Referencias Cruzadas  

Evel-henn e komz Kiruz roue Persia: An AOTROU, Doue an neñvoù, en deus roet din holl rouantelezhioù an douar, hag eñ e-unan en deus gourc'hemennet din sevel un ti dezhañ e Jeruzalem a zo e Juda. Piv ac'hanoc'h a zo eus e bobl? Ra vo e Zoue gantañ, ha ra bigno!


Setu, emaon o vont da sevel ar Veded en o enep, ne vint ket dedennet gant an arc'hant, ha ne lakaint ket o flijadur en aour.


Ur weledigezh euzhus a zo bet disklêriet din. An toueller a douell, an distrujer a zistruj. Pign, o Elam! Seziz, o Media! Me a laka da baouez an holl hirvoudoù.


Ar gwalleur a zeuio warnout, ha na'z po ket gwelet e zegouezhout. Ne c'helli ket distreiñ ar glac'har a gouezho warnout, hag an distruj a zeuio warnout trumm, hep gouzout dit.


Ober a rin war ar vro-se an holl gomzoù am eus disklêriet a-enep dezhi, kement a zo skrivet el levr-mañ, ar pezh en deus Jeremiaz profedet a-enep an holl vroadoù-se.


Kempennit a-enep dezhi ar broadoù, rouaned Media, he gouarnerien hag hec'h holl renerien, hag an holl vro dindani.


Penn an delwenn a oa en aour glan, he bruched hag he divrec'h en arc'hant, he c'hof hag he divorzhed en arem,


War da lerc'h e savo ur rouantelezh all bihanoc'h egedout, ha goude un deirvet rouantelezh a vo en arem hag a reno war an douar holl.


Dariuz ar Med a gemeras ar rouantelezh, d'an oad a zaou vloaz ha tri-ugent.


Daniel a reas berzh dindan ren Dariuz ha dindan ren Kiruz ar Pers.


Bremañ, o roue, gra an difenn ha sin ar skrid, evit na vo kemmet netra ennañ hervez lezenn ar Veded hag ar Bersed a zo didorrus.


An tourz ac'h eus gwelet hag en doa daou gorn eo rouaned ar Veded hag ar Bersed.


D'ar c'hentañ vloaz eus Dariuz mab Asueruz eus gouenn ar Veded, deuet da vezañ roue war rouantelezh ar Galdeiz,


Parted, Meded, Elamiz, ar re o chom e Mezopotamia, e Judea, e Kapadokia, er Pont, en Azia,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos