Ha te, mab an den, kemer ur c'hleze lemm, ha kemer ivez un aotenn varver a dremeni war da benn ha war da varv. Hag e kemeri ur valañs da bouezañ, hag e lodenni ar pezh az po troc'het.
Setu ar pezh a c'hourc'hemenn an AOTROU diwar da benn: Ne vo lignez ebet o tougen da anv. Lemel a rin eus ti da zoueoù ar skeudennoù kizellet hag ar re deuzet. Kempenn a rin da vez, rak deuet out da vezañ disprizet.
labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.