Daniel 2:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze an houarn, ar pri, an arem, an arc'hant hag an aour a voe bruzunet a-gevret, hag e teujont da vezañ evel plouz eus al leur en hañv, kaset kuit gant an avel, ha ne vanas netra diouto. Met ar maen en doe skoet gant an delwenn a zeuas da vezañ ur menez bras, hag a leunias an douar holl. |
Ar beorien a zebro hag o devo o gwalc'h, ar re a glask an AOTROU a veulo anezhañ. Ho kalon a vevo da viken!
C'hoazh ur pennadig hag an den fall ne vo ken, sellout a ri ouzh e lec'h ha ne vo ken eno.
An holl vroadoù ac'h eus graet a zeuio da stouiñ dirazout, Aotrou, hag a roio gloar da'z anv,
Ne vo ket graet droug ha ne vo ket distrujet, war va holl venez santel, rak an douar a vo leuniet gant anaoudegezh an AOTROU, evel foñs ar mor gant an doureier en golo.
Gouzañvit, pobloù, ha bezit bruzunet! Roit ho skouarn, c'hwi holl eus broioù pell! Prientit ha bezit bruzunet, prientit ha bezit bruzunet!
En amzer ar rouaned-se, Doue an neñvoù a savo ur rouantelezh na vo biken distrujet. Ar rouantelezh-mañ ne dremeno ket da ur bobl all, hag e vruzuno hag e kaso da netra an holl rouantelezhioù-se, hag hi hec'h-unan a bado da viken,
Setu perak e vint evel goabrenn ar beure, evel glizhenn ar beure o tec'hout, evel ar pell kaset gant an avel diwar al leurenn, evel ar vogodenn o vont kuit dre ar siminal.
Sav ha gwask, merc'h Sion! Ober a rin dit ur c'horn houarn hag ivinoù arem, hag e vruzuni pobloù niverus. Evel lakaet da verz e vo o freizh gouestlet d'an AOTROU, hag o finvidigezhioù da Aotrou an holl zouar.
En deiz-se e rin eus Jeruzalem ur maen pouezus evit an holl bobloù. An holl re a zougo ar bec'h anezhi a vo gloazet, hag holl vroadoù ar bed en em savo en hec'h enep.
Ar seizhvet ael a sonas, ha mouezhioù kreñv a voe klevet en neñv o lavarout: Rouantelezhioù ar bed a zo lakaet dindan galloud hon Aotrou hag e Grist. Eñ a reno e kantvedoù ar c’hantvedoù.
Gwelout a ris un tron gwenn hag an hini a oa azezet warnañ. An douar hag an neñv a dec’has kuit a-zirak e zremm, ha lec’h ebet ne voe kavet ken evito.