Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 12:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 En deiz-se e rin eus Jeruzalem ur maen pouezus evit an holl bobloù. An holl re a zougo ar bec'h anezhi a vo gloazet, hag holl vroadoù ar bed en em savo en hec'h enep.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 12:3
31 Referencias Cruzadas  

Rak ar vroad hag ar rouantelezh na servijint ket ac'hanout a yelo da get, hag ar broadoù-se a vo gwastet en o fezh.


Ti Jakob a vo un tan, ha ti Jozef ur flammenn, ha ti Ezaü plouz. Deviñ ha lonkañ a raint anezhañ, ha ne vano netra eus ti Ezaü, rak an AOTROU en deus komzet.


e rin veñjañs gant kounnar ha gant fulor war ar broadoù n'o devo ket selaouet.


Ha nemorant Jakob a vo e-kreiz ar broadoù, e-touez pobloù niverus, evel ul leon e-touez loened ar goadeg, evel ul leon yaouank e-touez tropelloù deñved, a vac'h hag a ziframm pa dremen, ha den ne zieub.


Rak an taerder a-enep al Liban a adkouezho warnout, hag ivez distruj al loened spontet, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


Setu, en amzer-se em bo d'ober gant da holl waskerien. Dieubiñ a rin ar gammed, dastum a rin a re a zo bet kaset kuit. Hag e rin anezho un abeg a veuleudi hag a enor en holl vroioù ma'z int bet dismegañset enno.


Diskar a rin tron ar rouantelezhioù, distrujañ a rin nerzh rouantelezhioù ar broadoù, diskar a rin ar c'hirri hag ar re a bign warno. Ar c'hezeg hag ar re a bign warno a vo taolet d'an traoñ, an eil dre gleze egile.


En deiz-se e vo ur c'hañv bras e Jeruzalem, evel ma voe kañv Hadadrimmon e traonienn Megiddo.


En deiz-se, eme an AOTROU, e skoin gant spont war an holl gezeg, ha gant follentez war o marc'hegerien. Va daoulagad a vo digor war di Juda, hag e skoin gant dallentez war holl gezeg ar pobloù.


En deiz-se e rin ma vo pennoù Juda evel un oaled entanet e-touez koad, evel ur flammerenn tan e-touez malanoù. Lonkañ a raint a-zehou hag a-gleiz an holl bobloù tro-dro, ha Jeruzalem a chomo en he lec'h, e Jeruzalem.


En deiz-se e vo ur vammenn digor da di Juda ha da dud Jeruzalem, evit ar pec'hed hag evit an dic'hlanded.


En deiz-se e c'hoarvezo ma vo en o zouez un drubuilh vras a-berzh an AOTROU. Kregiñ a raint an eil en dorn egile, hag e savint o daouarn an eil a-enep egile.


En deiz-se e c'hoarvezo na vo ket a sklêrijenn, met ar gouloù prizius a dec'ho.


An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, hag an hini a gouezho warnañ a vo friket evel poultr.


An hini a gouezho war ar maen-se a vo brevet, ha friket e vo an hini a gouezho warnañ, evel poultr.


Rak speredoù diaouled eo, a ra burzhudoù hag a ya etrezek rouaned an douar hag ar bed holl, d’o dastum evit emgann deiz bras an Doue holl-c’halloudek.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos