Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 12:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Setu, ober a rin eus Jeruzalem un hanaf mezevellus evit an holl bobloù tro-dro, hag ivez evit Juda er seziz a-enep Jeruzalem.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 12:2
15 Referencias Cruzadas  

met Doue eo a varn. Izelaat a ra an eil hag e sav egile.


Dihun! Dihun! Sav, Jeruzalem! Evet ec'h eus, eus dorn an AOTROU, hanafad e gounnar; evet ec'h eus, sunet ec'h eus betek al lec'hid an hanaf-mezevelliñ.


Rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel, din: Kemer eus va dorn an hanaf-mañ a win a gounnar, ha ro dioutañ da evañ d'an holl bobloù ma ez kasin etrezek enno.


Kemer a ris eta an hanaf eus dorn an AOTROU, hag e rois da evañ dioutañ d'an holl vroadoù am c'hase an AOTROU etrezek enno,


Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ar re na oant ket barnet da evañ an hanaf a evo anezhañ, ha te a vefe ezdalc'het? Ne vi ket ezdalc'het, met a-dra-sur evañ a ri anezhañ.


Mezviñ a rin he friñsed, he furien, he gouarnerien, he fennoù, he c’hadarnidi; kousket a raint eus ur c'housk peurbadus, ha ne zihunint ken, eme ar Roue a zo e anv AOTROU an armeoù.


Babilon a oa un hanaf aour e dorn an AOTROU, hag e vezve an douar holl. Ar broadoù o deus evet eus he gwin, setu perak eo deuet diskiant ar broadoù.


Perak e chomomp azezet? Bodadit, deomp d'ar c'hêrioù kreñv, ha bezomp didrouz eno, rak an AOTROU hon Doue en deus graet deomp tevel, ha roet deomp dour ampoezonet da evañ, rak hon eus pec'het a-enep an AOTROU.


Leuniet e vi a vezh, ha n'eo ket a c'hloar. Ev te ivez, hag en em zizolo! Hanaf dorn dehou an AOTROU a raio an dro betek ennout, hag an dismegañs a vo war da c'hloar!


Juda ivez a stourmo e Jeruzalem, hag e vo dastumet pinvidigezhioù an holl vroadoù tro-dro, aour, arc'hant ha dilhad e niver gwall vras.


Dastum a rin an holl vroadoù a-enep Jeruzalem evit ober brezel dezhi, hag ar gêr a vo kemeret, an tiez a vo skrapet, ar gwragez a vo gwallet, un hanter eus kêr a yelo en harlu, met un nemorant eus ar bobl ne vo ket lamet eus kêr.


ec’h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec’h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.


Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.


Grit dezhi evel ma he deus graet deoc’h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m’he deus mesket, meskit dezhi an daougement.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos