Bremañ ez out aet kuit abalamour ma c'hoantaes adkavout ti da dad, met perak ec'h eus laeret va doueoù?
Daniel 11:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e tougo zoken d'an Ejipt o doueoù dalc'het gant o skeudennoù teuzet hag o listri prizius arc'hant hag aour. Goude en em zalc'ho e-pad bloavezhioù pell diouzh roue an hanternoz. |
Bremañ ez out aet kuit abalamour ma c'hoantaes adkavout ti da dad, met perak ec'h eus laeret va doueoù?
En noz-se e tremenin dre vro Ejipt hag e skoin war bep kentañ-ganet e bro Ejipt, adalek an dud betek al loened, hag e rin barnadegoù war holl zoueoù an Ejipt. Me eo an AOTROU .
ha taolet en tan o doueoù, rak ne oant ket doueoù, met oberennoù daouarn an dud, koad ha mein. Setu perak o deus o distrujet.
Lavaret en deus AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu ez an da gastizañ pobl No, Faraon, an Ejipt, he doueoù, he rouaned, Faraon hag ar re a fizi ennañ.
Ne zebris meuz saourus ebet, na kig na gwin n'eas da'm genoù, n'en em olevis ket, ken na voe tremenet an teir sizhunvezh.
Petra bennak m'en deus roet frouezh e-touez e vreudeur, avel ar sav-heol a zeuio, avel an AOTROU o sevel eus ar gouelec'h, hag e tisec'ho e eien hag e kaso da hesk e feunteun. Laeret e vo en teñzor an holl draoù prizius.
Rak dont a ra eus Israel. Ur micherour en deus e c'hraet, n'eo ket Doue, setu perak e vo lakaet a-dammoù leue Samaria.
An Ejipsianed a sebelie ar re en doa skoet an AOTROU en o zouez, an holl re gentañ-ganet. An AOTROU a rae ivez barnioù a-enep o doueoù.
Hag e tiskarot o aoterioù, e torrot o delwennoù, e tevot en tan o asheraoù, e troc'hot skeudennoù kizellet o doueoù, e tilamot o anvioù diwar al lec'hioù-se.
Lavarout a reas: Tapet hoc'h eus va doueoù am boa graet, kenkoulz hag an aberzhour, hag oc'h aet kuit. Petra a chom ganin? Penaos e lavarit din: Petra 'zo ganit?