Ozea 8:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned6 Rak dont a ra eus Israel. Ur micherour en deus e c'hraet, n'eo ket Doue, setu perak e vo lakaet a-dammoù leue Samaria. Ver Capítulo |
Pa voe echu kement-se, holl re Israel hag en em gave eno a yeas dre gêrioù Juda, hag e torrjont an delwennoù, hag e tiskarjont an Asheraoù, hag e tispennjont an uhellec'hioù hag an aoterioù a oa en holl Juda, Benjamin, Efraim ha Manase, ken na voe holl distrujet. Hag holl vibien Israel a zistroas, pep hini d'e zalc'h, pep hini d'e gêr.