Rak ar roue en doa war vor listri Tarsiz gant listri Hiram, hag ur wech bep tri bloaz, e teue en-dro listri Tarsiz da zegas aour, arc'hant, olifant, marmouzien ha pauned.
Emañ an inizi en gortoz ac'hanon, listri Tarsiz da gentañ, evit degas da vibien a-ziabell gant o arc'hant hag o aour, abalamour da anv an AOTROU da Zoue ha da anv Sant Israel en deus roet gloar dit.
Lakaat a rin ur sin en o zouez, hag e kasin o re a vo en em dennet etrezek ar broadoù, etrezek Tarsiz, Pul, Lud, tennerien wareg, Tubal, Javan, hag etrezek an inizi pell n'o deus biskoazh klevet komz diwar-benn va brud, na gwelet va gloar. Embann a raint va gloar e-touez ar broadoù.