Pa glevis ar c'homzoù-se, ec'h azezis da ouelañ, hag e ris kañv meur a zevezh, en ur yunañ hag en ur bediñ dirak Doue an neñvoù,
Daniel 10:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En amzer-se, me, Daniel, a voe e kañv e-pad teir sizhunvezh. |
Pa glevis ar c'homzoù-se, ec'h azezis da ouelañ, hag e ris kañv meur a zevezh, en ur yunañ hag en ur bediñ dirak Doue an neñvoù,
E-pad an deiz an AOTROU a gaso e drugarez, e-pad an noz e ganaouenn a vo em genoù. Pediñ a rin Doue, va buhez.
Rak te eo Doue, va nerzh. Perak ec'h eus va zaolet kuit? Perak e kerzhfen e kañv, dindan gwask an enebour?
Laouenait gant Jeruzalem, bezit el levenez ganti, c'hwi holl a gar anezhi. Bezit ganti eürus-kenañ, c'hwi holl a oa e kañv eviti,
O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.
Hag e lavaras din: Na'z pez ket aon, Daniel, rak adalek an deiz ma ec'h eus kemeret a galon da gompren ha da nec'hiñ dirak da Zoue, da gomzoù a zo bet selaouet, hag en abeg da'z komzoù ez on deuet.
Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont en em c’hlac’hariñ e-pad ma’z emañ ar pried ganto? Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, ha neuze e yunint.
Merzit ho reuzeudigezh, bezit en kañv ha gouelit, ra vo troet ho c’hoarzh e daeroù hag ho levenez e tristidigezh.
Mar fell da unan bennak ober droug dezho, e teuio eus o genoù un tan a lonko o enebourien, rak mar fell da unan bennak ober droug dezho, e ranko bezañ lazhet en doare-se.