Faraon a c'halvas Jozef Zafnad-Paneak hag a roas dezhañ Asnad merc'h Poti-Fera aberzhour On da wreg. Ha Jozef a yeas da weladenniñ bro Ejipt.
Daniel 1:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Penn ar spazhidi a roas anvioù all dezho. Ober a reas eus Daniel: Beltshazar, eus Hanania: Shadrak, eus Mishael: Meshak, hag eus Azaria: Abed-Nego. |
Faraon a c'halvas Jozef Zafnad-Paneak hag a roas dezhañ Asnad merc'h Poti-Fera aberzhour On da wreg. Ha Jozef a yeas da weladenniñ bro Ejipt.
Faraon Neko a lakaas Eliakim mab Jozia da roue e-lec'h Jozia e dad, hag e troas e anv e Jojakim. Ha Joakaz, o vezañ bet kemeret, a zeuas d'an Ejipt e-lec'h ma varvas.
Ha roue Babilon a lakaas da roue, e lec'h Jojakin, Matania e eontr, hag e troas e anv e Sedesia.
Ar roue a gomzas ganto, hag en o zouez holl ne oa hini ebet evel Daniel, Hanania, Mishael hag Azaria. Hag en em zalc'hjont dirak ar roue.
Ar roue a c'hourc'hemennas da Ashpenaz, penn e spazhidi, degas dezhañ, a-douez mibien Israel a ouenn roueel pe a uhelouenn,
D'an trede bloaz eus Kiruz roue Persia, ur gomz a voe diskuliet da Zaniel, a oa anvet Beltshazar. Ar gomz-se a zo gwirion, kemenn a ra ur stourm bras. Hag e komprenas ar gomz, hag ec'h intentas ar weledigezh.
Ar roue a gomzas o lavarout da Zaniel, anvet Beltshazar: Hag e vefes barrek da reiñ da anavezout din an huñvre am eus bet hag e zisklêriadenn?
Daniel a bedas ar roue da lakaat Shadrak, Meshak hag Abed-Nego da velestrourien broviñs Babilon. Ha Daniel a oa ouzh dor ar roue.
ha gwelet em eus un huñvre a spouronas ac'hanon; ar soñjoù am eus bet war va gwele ha gweledigezhioù va fenn am zrubuilhas.
A-benn ar fin, Daniel, anvet Beltshazar hervez anv va doue, hag en deus spered an doueoù santel ennañ, a zeuas davedon, hag e lavaris dezhañ an huñvre.
rak kavet e oa ennañ ur spered uhelañ, anaoudegezh ha skiant da zisklêriañ an huñvreoù, da ziskuliañ ar c'hevrinoù ha da ziskoulmañ an traoù diaes; Daniel eo, hag a oa anvet Beltshazar gant ar roue. Bremañ eta ra vo galvet Daniel, hag e roio an disklêriadenn.