Evel-se e harluas Jojakin da Vabilon, gant mamm ar roue, gwragez ar roue, hag e spazhidi. Hag e kasas d'an harlu eus Jeruzalem da Vabilon holl dud c'halloudek ar vro.
Setu e teuio an deizioù ma vo dezouget da Vabilon kement a zo ez ti hag ar pezh o deus da dadoù dastumet en o zeñzorioù betek hiziv. Ne vano netra, eme an AOTROU.
D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, unan eus re vras ar roue, ha dek den gantañ, a zeuas da gavout Gedalia mab Ahikam e Mizpa. Hag e tebrjont eno a-gevret, e Mizpa.